Mont d’an endalc’had

Kreizenn Komunour Maoour

Eus Wikipedia

Ar Greizenn Komunour Maoour (e saozneg: Maoist Communist Centre: MCC) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India diwar diazezoù Dakshin Desh.

Pa oa bet krouet Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) e 1969 dre unvaniñ meur a aozadur maoour e tibabas un aozadur menel er-maez, lesanvet Dakshin Desh (e hindeg: "Bro ar Su", kv. Sina; "Bro an Norzh") diouzh anv ar gelaouenn embannadet gantañ abaoe 1966. Sevel a rae ar gelaouenn-se a-enep krenn da adwelouriezh Strollad Komunour India (Marksour), o sevel a-du gant diapc'h al labourerezh-douar da heul linenn bolitikel ar vaoouriezh hag en em stagañ a reas outañ darn eus izili ar sindikadoù.

Hervez Dakshin Desh ne dalveze da vann kas da-benn gwalldaolioù evel ma rae Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) hep aozañ ar bobl da gentañ. Stagañ a reas ar Strollad da gas da-benn ar c'hentañ taolioù feulster e Jangal Mahal (Kornôg Bengal), eno meur a zDalited (tud a renkad izel-kenañ) hag Adivased.

E 1975 e teuas da vezañ Kreizenn Komunour Maoour.

Goude meur a vloavezh bet kaset da-benn ar storum dre armoù gante avat ne deuas ket o strivoù da netra e Jangal Mahal hag e 1976 e oa bet kavet gwell ledanaat o zachenn stourm ha stagañ a rejont da stourm ivez e reter Bihar, dindan beli ur c'huzul bet savet a-ratozh evit kenurzhiañ an oberoù Bengal-Bihar.

Mervel a reas Kanai Chatterjee, unan eus pennoù-meur ar strollad, 1982 ha degouezhout a reas meur a disrann da c'houde e diabarzh ar Strollad, en ur vont kuit Ramadhar Singh, eil war ar renk da vare Chatterjee, evit en em ezelañ da Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) gant Kanu Sanyal ouzh e benn. E-kreiz ar bloavezhioù 1980 e teuas Sanjay Dusadh ha Pramod Mishra da vezañ e penn ar Strollad ha d'ar mare-se e oa aet levezon ar Strolald war ledanaat betek tizhout kreiz Bihar, ennañ 500 ezel-pennañ leun-amzer ha 10.000 ezel boutin.

Savet e oa bet meur a dalbenn gant ar Strollad:

  • Krantikari Kisan Committee ("Kuzul Dispac'hel ar Paizanted");
  • Jana Suraksha Sangarsh Manch ("Bloc'had Stourm evit Difenn ar Bobl");
  • Krantikarai Buddhijevi Sangh ha Krantikari Chhatra League ("Kevredad Dispac'hel ar Studierion");
  • Lal Raskha Dal ("Nerzh Difenn Ruz"): kevrenn armet

War ar maez e Bihar e teuas ar Strollad da vezañ pouezus-tre ha krouet e oa bet gantañ zoken lezioù-barn dispac'hel.

Da geñver ar bloavezhioù 1990 e oa aet war gresk an niver a gwalldaolioù kaset da-benn gant ar Strollad ha gwezh ha gwezh all e savas reuz etre ar Strollad hag aozadurioù naksalour all, d.s. pa oa bet lazhet gant Kreizenn Komunour Maoour 5 ezel eus Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Dieubidigezh e 1994.

E miz Gwengolo 1993 e teuas a-benn d'en em glevet Kreizenn Komunour Maoour gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Brezel ar Bobl ha Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Unaniezh ar Strollad evit kenlabourat ha diwar ar c'henemglev-se e oa bet krouet Forom Harzherezh Pobl Holl India (All India People's Resistance Forum), bodet ennañ pennoù eu an tri Strollad. Ur vanifestadeg veur, enni ur 100.ooo den bennak, a oa bet aozet gant ar Forom e miz Meurzh 1994.

E miz Genver 2003 e kendeuzas ar Greizenn Komunour Maoour gant Kreizenn Komunour Dispac'hel India (Maoour) staliet er Pandjab o tont da vezañ Kreizenn Komunour Maoour India.

D'an 19 a viz Mae 2003 e kendeuzas Kreizenn Komunour Maoour India d'e dro gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Eil Kuzul Kreiz (Communist Party of India (Marxist-Leninist) Second Central Committee) goude m'en doa divizet ar Strollad-se chom a-sav da difenn linenn politikel Lin Biao.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag unan eus ar strolladoù bet savet gante Kuzul Kenoazañ Strolladoù hag Aozadurioù Maoour Su Azia (KKSAMSA).