Mont d’an endalc’had

Menai

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Strizh-mor ar Menai)
Kartenn eus Enez Mon hag Arfon, gant ar stêr Menai
Bigi dindan Pont y Borth
Pont Britannia war ur skeudenn eus an XIXvet kantved. En diadreñv pont a-ispilh ar Menai.

Ar Menai (Afon Menai e kembraeg), eo anv ar ganol-vor, 23 km hed ha bas an dour enni, a zo etre Enez Von (Anglesey e saozneg) ha Kembre e gwalarn ar vro. E kembraeg e vez graet ur stêr anezhi pa vez lavaret Afon Menai, da lavarout eo "Stêr Menai". E saozneg e vez lavaret Menai Straits, ha lakaet eo da strizh-mor.

Daou bont a zo da dreuziñ ar Menai, dirak Bangor:

  • hini an hent-bras (hent meur A5) war ur pont-orjal graet en houarn, an hini kentañ a zo bet, savet gant Thomas Telford ha digoret e 1826
  • Britannia Bridge savet e 1850 gant Robert Stephenson evit an hent-houarn. Koulskoude ne chom mui nemet ar pileroù pa oa bet devet an div varlenn e 1970, ar re-se erlec'hiet gant ur varlenn dir.

Un 3 km a ledander, pe nebeutoc'h, zo d'ar ganol, nemet e-tal an daou bont ma'z eo kalz strishoc'h, 200 m hepken. Kasennoù kreñv a vez degaset gant al lanv en daou benn d'ar vrec'h-vor ken eo dañjerus evit bagoù'zo, dreist-holl etre an daou bont abalamour d'ar c'harregennoù m'eo kaset ar bigi warno diwar an troennoù.

Tre er Mervent emañ Fort Belan, ur chreñvlec'h savet e diwezh an XVIIIvet kantved da vare Brezel Dizalc'hidigezh ar Stadoù-Unanet. Er biz emañ Caernarfon kostez an douar-bras, ur c'hastell-kreñv uhel ha ledan war ribl ar mor.

Inizi ar menai

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed ar Menai

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede al lec'hioù pennañ war lez ar Menai:

En hanternoz d'ar Menai, en Enez Von, emañ kêriadenn Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch.