Biwmares
| Anv ofisiel | Beaumaris, Biwmares |
|---|---|
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| E tiriad | Beaumaris |
| Kontelezh istorel | Anglesey |
| Daveennoù douaroniel | 53°15′47″N 4°5′38″W |
| Aotrouniezh | Beaumaris Town Council |
| Staget ouzh | Niwbwrch |
| Kod-post | LL58 |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.beaumaris.org.uk/ |
| Kod pellgomz an takad | 01248 |
| Daveennoù an Ordnance Survey | SH6076 |

]]
Biwmares (Beaumaris e saozneg) zo ur gêr e gevred Enez Mon e Kmebre, war ribl ar Menai. Un anv normanek zo d'ar gêr hag a dalvez geun brav (beau marais e galleg).
Savet e voe Biwmares evel m'emañ bremañ e dibenn an XIIIvet kantved, goude aloubadeg Enez Mon gant ar roue saoz Edouarzh Iañ. Lakaat a reas sevel ur c'hastell en ul lec'h ma oa ur gêriadenn anvet Llan-faes. Skarzhet e voe tud ar gêriadenn, kaset e voent da Niwbwrch, ha dont a reas Saozon d'ober o annez er gêr nevez e-kichen Kastell Biwmares, a oa unan eus kreñvlec'hioù saoz hanternoz Kembre, evel Kastell Caernarfon, Kastell Harlech pe c'hoazh Kastell Conwy.
Hiziv n'eo ket Biwmares ur greizenn velestraduel a bouez ken : e Llangefni emañ Kuzul kontelezh Mon (Sir Fôn). Derc'hel a ra Biwmares da vezañ ul lec'h darempredet koulskoude, gant miliadoù a douristed o tont di bep bloaz.
-
Iliz an itron Varia, m'emañ bez ar briñsez Siwan, gwreg Llywelyn Fawr
