Mont d’an endalc’had

Kastell Harlech

Eus Wikipedia
Kastell Harlech, ha menezioù ar Ouezva a-dreñv

Kastell Harlech zo ur c’hastell e kêr Harlech, e Gwynedd, e gwalarn Kembre.

Savet e voe ar c’hastell-se gant Edouarzh Iañ, roue Bro-Saoz, etre 1283 ha 1290, goude e drec’h war Llywelyn ap Gruffudd. Emañ war un dorgenn, dreist Mor Iwerzhon, gant diri hag a gas eus ar c’hastell d’an aod. Evel-se e oa posupl da vagoù, e-pad ur seziz, dont betek ar c’hastell eus Iwerzhon. Skoazell a voe degaset evel-se e-pad seziz ar c’hastell gant Madog ap Llywelyn e 12941295.

Meur a wech e voe lakaet seziz war ar c’hastell-se. E deroù ar XVvet kantved e voe gronnet kastell Harlech gant soudarded Owain Glyndŵr. Ha pa gouezhas ar c’hastell etre o c’hrabanoù e voe bodet parlamant Kembre eno, e 1404. Met pevar bloaz war-lerc’h e oa bet adaloubet gant ar Saozon renet gant ar Priñs Herri Venoe (deut da vezañ Herri V, roue Bro-Saoz).

Dor-dal ar c’hastell

E-pad Brezel an Div Rozenn, en eil hanterenn ar XVvet kantved, e oa ar c’hastell e dalc'h Kembreiz a-du gant Tiegezh Lancaster. En o fenn e oa Dafydd ap Ieuan a dalas ouzh an enebourien e-pad eizh vloaz, an hirañ seziz anavezet en istor Breizh-Veur, tra ma oa Tiegezh Lancaster, e Bro-Saoz, o koll tachenn dirak Tiegezh York, a oa a-du gant ar roue. Ar ganaouenn Rhyfelgyrch Gwŷr Harlech (Men of Harlech e saozneg) a gont ar seziz-se.

Plan Kastell Harlech

E danevelloù ar Mabinogi e oa Bendigeidfran hag e c'hoar Branwen o chom e kastell Harlech. E-kichen ar c’hastell e c’haller gwelet un delwenn anvet "Y Ddau Frenin", gant Ivor Roberts-Jones, hag a daolenn Bendigeidfran o tougen korf e niz, Gwern.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.