Grootebroek ha Bovenkarspel a voe lakaet da gêr e 1364, gant an anv Broek. Ouzhpennet e voe Lutjebroek e 1402, ha Hoogkarspel e 1403. Andijk a voe ar pempvet kêr a voe keundeuzet e 1786, a-raok bezañ dispartiet e 1825.
E rannvro West-Friesland emañ Stede Broec, da lavaret eo en takad gronnet gant Westfriese Omringdijk, ur fardell bet savet da wareziñ an dud diouzh lanv ar Zuiderzee.