Sig-Sauer P220
SIG-Sauer P220 | |
---|---|
Ur bistolenn SIG-Sauer P220 | |
Kinnig | |
Bro orin | Suis |
Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum (stumm orin) 7,65 mm Parabellum .38 Super .357 SIG .45 ACP .22 Long Rifle 10 mm Auto |
Saver | SIG Sauer |
Mare implij | Abaoe 1975 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 835 g |
Hirder | 198 mm |
Hirder ar c'hanol | 112 mm |
Perzhioù teknikel | |
Tizh o vont e-maez | 323 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 9 c'hartouchenn (e 9 x 19 mm) |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar SIG-Sauer P220 zo ur bistolenn damaotomatek SA/DA ijinet ha produet gant an embregerezh SIG. Produet ha gwerzhet eo bet gant an embregerezh alaman Sauer & Sohn ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet da gemer plas ar SIG P210. Klasket ez eus bet sevel un arm marc'hadmatoc'h, daou-ober ha ken resis ha solut evitañ. Dibabet eo bet ar SIG P220 evel arm-dorn reolius arme Suis e 1975 evit an ofiserien hag an is-ofiserien, dindan an anv ofisiel P75. Choazet eo bet gant armeoù ha polisoù all er bed. Implijet eo bet goude evel diazez evit armoù SIG a grog o anv gant P22, hag evit ar pistolennoù P239 ha P245.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar P220 zo dezhi ur c'horf aluminium. Kambret e oa bet da gentañ e 9 × 19 mm. Bremañ eo bet azasaet da veur a galibr : 7,65 mm Parabellum, .357 SIG, .38 Super Auto, .45 ACP ha .22 LR.
Perzhioù teknikel pistolenn 1975
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kalibr : 9 × 19 mm
- Hirder : 198 mm
- Hirder ar c'hanol : 112 mm
- Uhelder : 143 mm
- Tevder : 34 mm
- Niver a rizennoù er c'hanol : 6
- Hirder aegoù ar rizennoù : 250 mm
- Donder ar rizennoù : 0,115 mm
- Gwask ar gazoù d'ar muiañ : 2 600 bar
- Tizh o vont e-maez : 323 m/s.
- Karger : 9 c'hartouchenn
- Hirder al linenn-vizañ : 160 mm
Reizhañ an tennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Reizhet e vez an tennoù da 25 metr. Pemp uhelder a zo : +, N+, normal, N-, -. Ret eo diblasañ an driv eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 15,62 cm war ar c'hostez. Ret eo diblasañ an uhelder eus 1 mm evit diblasañ ar poent tizhet eus 4,2 cm en uhelder.
Munisionoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Munision | Hirder | Hirder ar c'hanol | Pouez hep kartouchennoù | Pouez karget | Endalc'h |
9 mm Parabellum | 198 mm | 112 mm | 750 g | 918 g | 9 c'hartouchenn |
.45 ACP | 198 mm | 112 mm | 730 g | 951 g | 7 kartouchenn |
7,65 Parabellum | 198 mm | 112 mm | 765 g | 941 g | 9 c'hartouchenn |
.357 SIG | 198 mm | 112 mm | 765 g | 940 g | 9 c'hartouchenn |
. 22 LR | 198 mm | 112 mm | 860 g | 10 kartouchenn |