Sifr Kaezar

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Dilec'hiet eo bet pep lizherenn eus 3 flas

Er rinegouriezh e vez anv eus sifr Kaezar dre ma'z eo un doare da rinegañ ur skrid hag a veze implijet gant Caius Julius Caesar evit mont e darempred gant e jeneraled. Kuzhat a rae ster e skrid dre gemmañ al lizherennoù.
E-lec'h pep lizherenn e lakaer ul lizherenn all bet kemeret un tamm pelloc'h hervez urzh al lizherenneg. Da skouer, mar dibaber an niver 3 evit an dilec'hiañ e vo erlec'hiet al lizherenn D (a zo 3 flas pelloc'h el lizherenneg) ouzh al lizherenn A, B a zeuio da vezañ E, hag all, betek Z a droio da K (el lizherenneg A B K D E).

Sifr Kaezar a c'hell bezañ implijet en ur reizhiad rinegañ luzietoc'h, evel Sifr Vigenère. En deiz a hiziv e c'hell bezañ lakaet da dalvezout c'hoazh e reizhiadoù luziek evel ROT13 (ROTate by 13 places) ma kemerer an 13vet lizherenn evit dilec'hiañ : A a dro da N, B da O, etc.
Evel an holl zoareoù rinegañ eeun diazezet war eilpennañ lec'h al lizherennoù e vez aes a-walc'h kavout an alc'hwez, kompren penaos ez a sifr Kaezar en-dro ha disrinegañ ar skridoù a ra gantañ. Ne zegas tamm surentez ebet evit ma chomfe kuzh ur skrid.

Istor hag implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Caius Julius Caesar

Tennañ a ra sifr Kaezar e anv diouzh Caius Julius Caesar, a implije al lizherennaoueg en ur zilec'hiañ al lizherennoù eus 3 flas. Hervez Suetonius ez implije an doare rinegañ-mañ evit kuzhat ster al lizheroù a gase d'e jeneraled. Caesar eo an den kentañ bet meneget evit implijout an doare-mañ da rinegañ skridoù, met doareoù all a oa bet implijet abretoc'h.

Bep tro m'en deveze ezhomm da lavaret un dra a ranke chom kuzh e skrive ul lizher rineget, en ur gemmañ urzh al lizherennoù evit ma ne vije ket komprenet ar gerioù. Mard en doa c'hoant unan bennak da zisrinegañ, kompren ar ster, e ranke eilpennañ gant al lizherenn a oa pevar flas pelloc'h el lizherenneg, da lavaret eo D evit A hag er memes doare evit ar re all

Suetonius, TRANQVILII VITA DIVI IVLI', 56[1]

E niz Augustus a reas ivez gant un doare rinegañ met dre zilec'hiañ al lizherennoù eus ur plas war-zu an tu dehoù, ha ne adkroge ket gant lizherenn gentañ al lizherenneg.

Pa skrive ul lizher rineget e skrive B e lec'h A, C e lec'h B ha heuliañ a rae evel-se evit al lizherennoù all, hag ober a rae gant AA e lec'h X.

Suetonius, TRANQVILII VITA DIVI IVLI, 88[2]

Testenioù a ra anv eus doareoù luzietoc'h bet implijet gant Julius Caesar. Menegiñ a ra ar skrivagner Aulus Gellius ul levr rinegañ aet da goll bremañ :

Savet ez eus bet ul levr ijinus gant ar yezhadurour Probus diwar-benn ster kuzh al lizherennoù a veze implijet gant Caesar en e lizheroù.

Aulus Gellius, NOCTES ATTICAE, XVII,9.1-5[3]

Ne ouezer ket en un doare asur hag-eñ e oa efedus sifr Kaezar d'ar mare-se. Bez' e oa moarvat, dreist-holl rak ar pep muiañ eus enebourien Caesar ne ouient ket lenn hag ar re all a grede moarvat e oa bet skrivet al lizheroù en ur yezh dianav dezho. Ne gaver roud ebet d'ar mare-se eus teknikoù meneget evit terriñ lizheroù rineget en un doare eeun evel-se. Ar re gentañ a zeu eus ar bed arabek en IXvet kantved, gant labourioù ar matematikour Al-Kindi (c. 801c. 873) diwar-benn dielfennadur stankter al lizherennoù en ur skrid.
Ur sifr Kaezar a dalvoudegezh 1 a c’heller kavout ouzh kein ar mezuzahoù, a zo parchoù ma skriv ar yuzevien un nebeud bommoù tennet eus an Torah. Implijet e vez ar sifr evit kuzhat anvioù o doue. Dont a ra ar c'hiz-se eus an amzerioù koshañ moarvat, pa ne oa ket aotreet ar yuzevien da gaout mezuzahoù. Emañ kuzhet anv o doue dindan al lizherennoù evel-se evit kas kuit nerzhioù an droug.
En XIXvet kantved e veze kavet er c'hazetennoù kemennadennoù personel rineget en un doare ken eeun all. An istorour stadunanat David Kahn a venegas e 1967 lizheroù karantez bet embannet er gelaouenn The Times a oa kuzhet dindan sifr Kaezar.
Betek ar bloaz 1915 ez eo bet implijet en arme Rusia e-lec'h reizhiadoù rinegañ a oa re ziaes d'ar soudarded diluziañ anezho, met aes-tre e oa d'an arbennigourien alaman diluziañ ster al lizheroù-se.
Sifr Kaezar a gaver hiziv c'hoazh e c’hoarioù evit ar vugale.

Sifr Vigenère zo ur seurt sifr Kaezar, met dilec'hiet e vez al lizherennoù hervez un niver a blasoù disheñvel bep tro. Dre ober gant gerioù kuzh e termener talvoudegezh an dilec'hiadur-mañ. Mard eo ken hir ar gerioù kuzh hag ar gemennadenn rineget e teu da vezañ dic'hallus diluziañ ar ster keit ha ma n'anavezer ket ar gerioù kuzh. Pa vez berroc'h ar gerioù kuzh eget ar gemennadenn, evel « Complete Victory » (ar gerioù a veze implijet en arme ar c'hreisteiz e-kerz Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika) e c'heller terriñ ar reizhiad rinegañ dre zielfennañ peseurt lizherennoù a zeu en-dro ingal : dielfennadur ar stankter a reer eus an hentenn-se.
E miz Ebrel 2006 e oa bet paket penn ar mafia e Sikilia, Bernardo Provenzano (1933-2016), goude ma oa bet diluziet lizheroù a skrive gant un doare sifr Kaezar. Lakaat a rae Provenzano 4 e-lec'h A ha 5 e-lec'h B hag o kenderc'hel evel-se betek Z[4].

Mont en-dro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lizherennel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An doare aesañ d'ober gant sifr Kaezar eo skrivañ al lizherenneg war div linenn disheñvel. Dilec'hiañ a reer lizherenneg an traoñ diouzh an niver a lizherennoù a zo bet dibabet evel alc'hwez. Amañ da skouer eo 3 war-zu an tu kleiz zo bet dibabet da alc'hwez.

Skrid diazez A B K D E F G H CH C'H I J L M N O P R S T U V W Y Z
Skrid rineget D E F G H CH C'H I J L M N O P R S T U V W Y Z A B K

Pa vez rineget ar skrid e seller ouzh pep lizherenn eus ar skrid el linenn diazez ha skrivañ a reer en he flas al lizherenn a zo dindan el linenn rineget.

Evit diluziañ ar skrid e reer ar c'hontrol, evel er skouer-mañ :

Skrid rineget C'H S U W S K T H O O , C'H S U W S K C'H A H O O
Skrid diazez G O R T O Z P E L L , G O R T O Z G W E L L

Jedoniel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar rinegañ a c'hell bezañ skrivet dre ober gant jedoniezh modulek. Ret eo treuzfurmiñ pep lizherenn en un niver, en ur heuliañ ar stumm-mañ : A=0, B=1, . . . Z=25.
Rinegañ ul lizherenn gant un dilec'hiadur a vez deskrivet en doare matematikel evel

An disrinegañ a vo

Etre 0 ha 25 emañ alc'hwez an dilec'hiañ er skouer bet roet amañ a-us. Mar ne vefe ket bet pe etre 0 ha 25, e vefe bet ret tennañ pe sammañ 26.

  • Ar memes dilec'hiadenn a gaver hed a-hed ar skrid. Un eilpennadenn unlizherennek eo neuze ; un eilpennadenn lieslizherennek e vije bet mar bije bet talvoudegezhioù disheñvel er rinegañ.

Terriñ sifr Kaezar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aes a-walc'h eo terriñ ur gemennadenn kuzhet dindan sifr Kaezar. Daou zegouezh a c'heller kaout :

  1. gouzout pe zivinout a reer ez eus bet implijet ur reizhiad rinegañ dre eilpennañ lizherennoù, met hep gouzout dre ret ha sifr Kaezar eo ;
  2. gouzout a reer ez eo bet implijet sifr Kaezar, met hep gouzout talvoudegezh an alc'hwez.
1. Klask ar sifradur

En degouezh kentañ e ranker ober gant un dielfennadur stankter pe glask ar gerioù anatañ. D'ar mare-se e vo merzet ez eo bet diblaset ingal al lizherennoù hervez ar memes niver a blasoù, ha sklaer e teu da vezañ neuze ez eus bet graet gant sifr Kaezar evit rinegañ ar skrid.
Ret eo neuze dielfennañ pet gwech e c'hoarvez al lizherenn-mañ-lizherenn er skrid, ha penaos e vezont lec'hiet. Sevel a reer un tresenn a ziskouez pet gwech e c'hoarvez pep lizherenn er skrid kuzh, ha keñveriañ a reer an dresenn-se ouzh unan all a ziskouez pegen alies e teu al lizherennoù en ur skrid kemeret da zave. Dre geñveriañ an div dresenn ez eo aes a-walc'h divinout ul lodenn eus al lizherennoù. « E » da skouer a vez kalz stankoc'h e brezhoneg eget forzh pe lizherenn all. « A » a zeu en-dro alies-tre ivez, met n'eo ket ken stank hag al lizherenn « E ». Mar gweler ar memes lizherennoù kichen-ha-kichen meur a wech ez eus chañsoù bras e vefe pe « nn » pe « ll » met an div lizherenn diwezhañ-mañ ne zeuont ket ken alies hag ar re gentañ. Ur wech ma'z eus bet divinet ul lizherenn e vez aes kavet an alc'hwez a roio pet gwech ez eo bet dilec'hiet pep lizherenn. Un urzhiataer a raio al labour buanoc'h c'hoazh dre un arnodenn χ² Pearson.

2. Klask talvoudegezh an dilec'hiañ

En eil degouezh e ouzer ne c'hell ul lizherenn bezañ dilec'het nemet 26 gwech. N'eus nemet klask an holl anezho. Tagadenn dre nerzh a raer eus an hentenn-se. An doare aesañ eo kemer un nebeud gerioù eus ar skrid, o lakaat en un daolenn, ha gwelet an holl zilec'hiadurioù a c'hall bezañ betek ma teufe war wel gerioù hag o deus un dalvoudegezh bennak, evel en daolenn amañ dindan. Er pevare renkennad e teu an diskoulm war wel :

Dilec'hiadur 0 1 2 3 4 5 6 ... 23 24 25
Danvez skrid Mjpa Vmudpm Nlrb Wnvern Omsk Yowfso Pntd Zpygtp Roue Arzhur Spvf Bsachvs Trwg Ktbc’hwt ... Jc’hny Tjsbnj Lioz Ultkol Mjpa Vmudpm

Un doare all eo skrivañ al lizherenneg e stumm bannoù war bandennoù paper. Pep bandenn a lakaer war ar bomm da ziluziañ en ur c'holeiñ pep lizherenn eus ar skrid-se gant ar memes lizherenn skrivet war ar vandenn baper. Dont a ray ar skrid diluziet war wel un tu bennak a-us pe dindan ar skrid kuzh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (en) Kahn, David. The Codebreakers – The Comprehensive History of Secret Communication from Ancient Times to the Internet. New York : Scribner, 1996 (ISBN 978-0-684-83130-5)

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (la) En-linenn. Kavet : 15 Here 2021.
  2. (la) En-linenn. Kavet : 15 Here 2021.
  3. (la) En-linenn. Kavet : 15 Here 2021.
  4. (en) Leyden, John. Mafia boss undone by clumsy crypto. In : The Register, 19/04/2006. Kavet : 15 Here 2021.