Sifr Vigenère

Eus Wikipedia
Anv zo eus Sifr Vigenère, diwar anv Blaise de Vigenère .

Sifr Vigenère, diwar anv Blaise de Vigenère, zo un doare da rinegañ pe enkriptañ ur skrid, da lâret eo kuzhat e ster en ur gemmañ al lizherennoù anezhañ. Diazezet eo war Sifr Kaezar.
Gant Sifr  Kaezar e vez eilpennet al lizherennoù en ur zilec'hiañ anezho atav hervez ar memes doare. E o tont da vezañ H da skouer, ha F o tont da vezañ I. Gant sifr Vigenère avat e cheñch renk an dilec'hiañ en ur heuliañ ur ger-kuzh. An hentenn-se a oa bet deskrivet evit ar wech kentañ gant Giovan Battista Bellaso en e levr La cifra del. Sig. Giovan Battista Bellaso bet embannet e 1553. Un nebeud bloavezhioù goude e oa ijinet ur sistem heñvel gant Blaise de Vigenère ha dezhañ e o bet roet tadelezh an hentenn-mañ dre fazi en XIXvet kantved. Alese an anv Sifr Vigenère a zo chomet betek an deiz hiziv. Brudet eo an doare rinegañ mañ dre ma'z eo aes da gompren ha da implijout. Soñjet oa bet e-pad ur mare e oa dibosupl da derriñ met daoust ma'z eo kalz diaesoc'h da derriñ eget sifr Kaezar ez eo posupl hen ober.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur skouerenn eus pladenn rinegañ Arme ar C'hreisteiz e brezel diabarzh ar stadoù Unanet evel ma z eo diskouezet en National Cryptologic Museum

Ar wech kentañ e oa displeget sklaer penaos ober gant ur sistem enkriptañ lieslizherenneg e oa bet gant Leo Battista Alberti war dro 1467. 26 lizherenneg a c'hell bezañ implijet evel se en ur gregiñ gant ul lizherenn disheñvel pep tro. Ober a rae gant pladennoù metal evit tremen eus an eil lizherenneg d'eben. Sistem Alberti a cheñche lizherenneg goude bezañ rineget un nebeud gerioù ha merket e oa ar cheñchamantoù se er skrid enkriptet gant lizherenn gentañ al lizherenneg da implijout. Diwezhatoc'h e 1508 e oa bet ijinet an Tabula recta (Taolenn reizh) gant Johannes Trithemius e 1508, en e levr Poligraphia. Gantañ e oa deut benveg pennañ sifr Vigenère. Met aes e oa divinout pegoulz e tremene diouzh an eil lizherenneg d'eben. Sifr Trithemius eo anvet. Sifr Vigenère a oa bet deskrivet evit ar wech kentañ gant Giovan Battista Bellaso en e levr La cifra del. Sig. Giovan Battista Bellaso bet embannet e 1553. Savet e oa e hentenn diwar Tabula Recta Trithemius met ijinet e oa bet gantañ ober gant ur ger-kuzh, un alc'houez evit tremen eus an eil lizherenneg d'eben, goude pep lizherenn. Embannet e oa bet gant Blaise de Vigenère deskrivadur ur sistem heñvel evit Roue Bro C'hall Herri III e 1586. En 19 vet kantved e oa bet kredet e oa gantañ e oa bet kavet ijinadenn Bellaso. Brud a bakas Sifr Vigenère da vezañ dibosupl da derriñ. Ar skrivagner brudet ha matematikour Lewis Carrol (Charles Lutwidge Dodgson) a skrivas e 1868 e oa dibosupl da derriñ, en ur skrid evit ur magazin evit bugale, The Alphabet Cipher. E 1917 e oa skrivet ar memes tra er gelaouenn Scientific American. Ne oa ket gwir. E 1854 e oa bet torret ur stumm heñvel gant Charles Babbage. Gant Friedrich Kasiski e oa bet embannet an hentenn evit terriñ ar sistem rinegañ e kerz an 19 vet kantved. Er 16 vet kantved e vije bet torret dija gant kriptanalizennourien varrek. Aes a-walc'h eo da implijout sifr Vigenère war an dachenn, dreist holl pa implijer pladennoù engravet al lizherennegoù warno. E kerz brezel diabarzh ar Stadoù Unanet e oa bet implijet alies ar sistem mañ gant arme ar c'hreisteiz. Meur a wech e oa bet dirineget o lizhiri gant arme an hanternoz avat. Tri ger-kuzh o doa implijet e-kerz ar brezel "Manchester Bluff", "Complete Victory" "Come Retribution" pa dostaas fin ar brezel. Gilbert Vernam a glaskas gwellaat ar sistem. (Sifr Vernam Vigenère e 1918). Posupl e oa atav da gavout un doare da ziluziañ anezhañ avat. Diwar e labour avat e voe ijinet An alc'houez un tenn. Ur sistem rinegañ a ra gant un alc'hwez a vez cheñchet pep tro hag o vezañ ken hir hag ar skrid da enkriptañ. Ur sistem a vije dibosupl da derriñ, daoust ma n'eo ket gwall aes ober gantañ.

Penaos enkriptañ ha digriptañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karrez Vigenère pe taolenn Vigenère table, tabula recta a vez graet diouti ivez, implijet e vez evit enkriptañ ha digriptañ.

Karrez Vigenère pe taolenn Vigenère, pe an Tabula recta evel ma reer diouti c'hoazh, a c'hell bezañ implijet evit enkriptañ pe digriptañ ar skrid. Gant Sifr Kaezar e vez diblaset al lizherennoù atav diouzh ar memes niver a lizherennoù. E vije H da skouer, ha F a vije I, Y a vije A hag all... Gant sifr Vigenère eo ret cheñch niver al lizherennoù diblaset evit pep lizherenn. Evit rinegañ ar skrid e reer gant un daolenn, Karrez Vigenère. Warni eo skrivet al lizherenneg 26 gwech met o kregiñ gant ul lizherenn disheñvel pep tro, o n em zilec'hiañ war zu an tu kleiz. Evit pep lizherenn eus ar skrid enkriptet e implijer ul lizherenneg disheñvel tennet diouzh unan eus renkadoù an daolenn. Dibabet e vez al lizherenneg hervez ur ger-kuzh dibabet en a-raok. Kemeromp ur skouer. Evit rinegañ

ARSEIZHALC'HOUEZ   Ma tibabomp ober gant ar ger kuzh «VIVIANA» e vo ret heuliañ ar patrom

ARSEIZHALC'HOUEZ

VIVIANAVIVIA

Pep renkennad a grog gant al lizherenn alc'houez. 26 renkennad alc'houez a zo tu implijout met ne vo implijet nemet ar re a gaver er ger-kuzh, da lâret eo 4 hepken. V, I, A, N .

Evit pep lizherenn eus ar skrid da enkriptañ e vo implijet tro ha tro pep lizherenn eus ar ger kuzh hag erlec'hiet e vo pep lizherenn gant an hini a vez kavet en e blas ouzh an daolenn, er renkennad a glot gant lizherenn ar ger kuzh. Al lizherenn A, lizherenn gentañ ar skrid a vez koublet gant V, lizherenn gentañ ar ger-kuzh. Klask a reer A e renkennad kentañ ar c'harrez ha diskenn a reer ar golonenn dindan, betek bezañ a-live gant renkennad V. Ar pezh a ro deomp al lizherenn V. Er memes doare e kemerer an eil lizherenn R, koublet e vez gant I ha diskenn a reer er golonenn dindan betek bezañ a live gant renkennad I., ar pezh a ro deomp un B Ha kenderc’hel a reer evel-se.

Skid sklaer : A R S E I Z H A L C'H O U E Z

An Alc'houez : V I V I A N A V I V I A N A

Skrid rineget : V B N N I M H V W Z Z U T Z

Evit digriptañ ar skrid ez aer kuit diouzh ar renkennad a glot gant lizherenn gentañ ar ger kuzh. Mont a reer betek lizherenn ar skrid rineget hag erlec'hiañ a raer al lizherenn-se gant an hini zo er memes kolonenn e renkennad kentañ ar c'harrez. Setu amañ e kemerer al lizherenn V (lizherenn gantañ Viviana) heuliañ a reer ar renkennad o kregiñ gant V betek al lizherenn V (Lizherenn gentañ ar skrid rineget ) ha kemer a reer al lizherenn zo e nec'h ar golonenn-se, la lâret eo A. Ar memes tra evit al lizherenn I heuliañ a reer ar renkennad betek B ha kavet a reer e nec'h ar golonenn al lizherenn R ha kenderc'hel evel se.