Sergei Bubka

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Sergei Bubka e 2013

Sergei Bubka pe Sergei Boubka (An Tsar e lesanv), bet ganet d'ar 4 a viz Kerzu 1963 e Vorochilovgrad (Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel d'ar mare-se ha deuet da vezañ Louhansk da-heul dizalc'hiezh Ukraina e 1991), a zo bet un atletour, barrek-kenañ war al lammat gant ar berchenn.

Rekordoù sof-kont[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 13 a viz Gouere 1985, e Pariz, e voe an atletour kentañ o lammat dreist ur varrenn savet da c'hwec'h metr a uhelder. Un taol-kaer hag a voe-eñ gouest da adober pemp gwech ha daou-ugent e-kerzh peder c'henstrivadeg ha daou-ugent ! Sportour hep e bar en devoa pilet pemp rekord ar bed ha tregont en e ziskiblezh (pa vefe en diabarzh pe en diavaez), kement-mañ etre 1984 ha 1994.
Abaoe 1990, e Donetsk (Ukraina), e vez dalc'het gant Sergei Bubka ur genstrivadeg en diabarzh gouestlet d'al lammat gant ar berchenn hepken, Pole Vault Stars an anv anezhi. Eno e oa bet paket rekord ar bed (6,16 m) gant an atletour gall Renaud Lavillenie d'ar 15 a viz C'hwevrer 2014 ha kement-mañ dindan daoulagad an hini en devoa dalc'het anezhañ e-pad ugent bloavezh...Sergei Bubka e-unan.
Delc'her a ra c'hoazh rekord ar bed en diavaez (6,14 m) en devoa tapet e Sestriere (Italia) d'an 31 a viz Gouhere 1994.

Kampion ar bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

C'hwec'h gwech diouzh renk e oa aet ar maout gantañ da-geñver Kampionadoù bedel an Atleterezh, bet dalc'het
en Helsinki (14 a viz Eost 1983, 5,70 m),
e Roma (5 a viz Gwengolo 1987, 5,85 m),
e Tokyo (29 a viz Eost 1991, 5,95 m),
e Stuttgart (19 a viz Eost 1993, 6,00 m) (dindan banniel Ukraina),
e Göteborg (11 a viz Eost 1995, 5,92 m) hag
en Aten (10 a viz Eost 1997, 6,01 m).

Hevelep berzh en devoa graet er C'hampionadoù bedel en diabarzh, bet dalc'het
e Pariz (18 a viz Genver 1985, 5,75 m),
en Indianapolis (6 a viz Meurzh 1987, 5,85 m),
e Sevilla (8 a viz Meurzh 1991, 6,00 m) hag
e Barcelona (10 a viz Meurzh 1995, 5,90 m).

Kampion olimpek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'haller ket lavaret en devoe Sergei Bubka darempredoù frouezhus gant ar C'hoarioù Olimpek hañv rav div wech hepken e kemeras-eñ perzh enne : e Seoul (28 a viz Gwengolo 1988) ma'z eas ar maout gantañ gant ul lamm 5,90 m hag e Barcelona (7 a viz Eost 1992) ma voe ranket da unnekvet hep bezañ bet gouest da lammat dreist ar varrenn da-heul teir c'hwitadenn.
E 1984 ne voe ket evit mont da Los Angeles da genstrivañ en abeg m'en devoa bet divizet holl Vroioù ar Reter chom hep mont di. Hag e 1996, en Atlanta, ne voe ket e-tailh da lammat gloazet ma oa gwerzhid vras e c'har.

Kampion Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An hini a veze graet An Tsar anezhañ a renas war Europa ivez, evel-just. Div wech e voe tapet ar gurunenn-mañ gant Sergei Bubka, da-geñver ar c'hampionadoù bet dalc'het
en Aten (3 a viz Meurzh 1985, 5,70 m, en diabarzh), hag
e Stuttgart (29 a viz Eost 1986, 5,85 m).

Ur vuhez all da leuniañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 4 a viz C'hwevrer 2001 e oa en em dennet an atletour ukrainat da vat, evit ar pezh a sell ouzh e vicher a sportour.