Seizhvet brezel Italia
Seizhvet brezel Italia a badas eus 1526 da 1529.
D'ar 14 a viz Genver 1526 e oa bet sinet feur-emglev Madrid (1526) gant ar roue gall Frañsez Iañ, ha hervez ar baperenn sinet e ranke paouez da deurel e c'hoant war Italia, leuskel Bourgogn gant Spagn, leuskel Flandrez hag Artez, ha dimeziñ da Eleonora Aostria, c'hoar Karl V.
Pa voe lezet ar roue gall en e frankiz avat, d'ar 17 a viz Meurzh 1526, goude leuskel e zaou vab etre daouarn e enebour, ha pa zistroas da Vro-C'hall, ne reas forzh ebet gant an emglev hag ar promesaoù ken : abeg a voe kavet neuze e Spagn da ober vil da vibien ar roue falstouer.
D'an 22 a viz Mae 1526 e voe savet Kevre Cognac gant roue Bro-C'hall, ar pab Klemez VII, dugelezh Milano, Bro-Saoz, Venezia ha Firenze a-enep an Impalaer. Gwanaet e oa arme an impalaer gant ar c'hleñvedoù hag an diouer a arc'hant evit paeañ goproù ar soudarded, ha se zo kaoz e chomas dug Urbino, Francesco Maria della Rovere, e penn armeoù ar C'hevre, hep lammat war Milano, ha ma c'hortozas nerzhioù nevez.
E miz Gwengolo 1526, goude trec'het Hungariz e Mohács gant Suleiman ar Meurdezus, ha dindan gwask noblañsed Roma, e rankas ar pab Klemez VII plegañ d'ober un arsav-brezel gant an impalaer.
A-benn nevezamzer ar bloaz 1527 ne c'halle ket Charles de Bourbon paeañ goproù soudarded arme an impalaer ken, enni un 12 000 pe 15 000 landsknecht[1] renet gant Georg von Frundsberg : da virout ouzh e arme da vont a bep tu e prometas dezhi e c'hallje preizhata e kêrioù Toskana ha Stadoù ar Pab.
Kêrioù Firenze ha Bologna a zeuas a-benn da baeañ an arme impalaerel evit ma'z aje da lec'h all da breizhañ, ha setu hi war-du Roma. Sur e oa ar pab Klemez VII e c'hallje marc'hata ivez, ken ne reas mann da zifenn kêr.
Da veure ar 6 a viz Mae 1527, evel respont d'an emglev etre ar pab Klemez VII hag ar roue gall enep dezhañ, e c'hourc'hemennas Charles de Bourbon d'e arme kemer kêr Roma, hep kanolioù na seziz. Lazhet e voe Bourbon e-kerzh an arsailhadeg, met kemeret e voe Roma a-benn un nebeud eurvezhioù.
Meur a zevezh e padas arigrap Roma. Preizhet e voe e pep lec'h, en ilizoù, e ti tud eus kostezenn an impalaer zoken. Goude teir sizhunvezh seziz e voe kemeret Castel Sant'Angelo, ma oa repuet ar pab ha kardinaled. Ret e voe d'ar pab paeañ 70 000 dugad aour evit bezañ dieubet. Bras e voe brud preizhadeg Roma er bed kristen, un arouez eus youl Doue da galz a dud. Ne voe kuitaet Roma gant an arme impalaerel nemet e miz C'hwevrer 1528, pan eas da Naplez. E-pad ar breizhadeg e oa aet an armeoù gall da aloubiñ Rouantelezh Naplez ha da lakaat seziz dirak kêr Naplez e miz Ebrel 1528.
Gant ar c'hleñvedoù-red, gant an amiral Andrea Doria, eus Genova, o cheñch tu d'e borpant, e rankas ar C'hallaoued kuitaat Naplez. Adarre e voent trec'het e Lombardia.
Echuet e voe ar brezel gant Peoc'h an Itronezed, d'ar 5 a viz Eost 1529.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Landsknecht (« mevel-douar » ; "laskaned"-ed e brezhoneg) : goprsoudarded alaman war droad a servije e Bro-C'hall er XVvet kantved hag er XVIvet kantved.