Landsknecht

Eus Wikipedia
"Ar pemp Landsknecht", engravadur gant Daniel Hopfer er XVIvet kantved}}

Ul laskaned (alamaneg : Landsknecht) a oa ur goprsoudard, eus an Impalaeriezh santel roman german peurliesañ, hag a veze enluet en armeoù europat er XVvet hag ar XVIvet kantved. Al laskaneded a veze o vrezeliñ gant o goafioù hag o c'hlezeier. Daoust ma oa diorroet mat ar goprañ lanskeneded gant Masimilian II ha Georg von Frundsberg, ha ma vezent gopret gant an impalaer Habsburg, al laskaneded a c'halle stourm dindan ren meur a diern. Dre ma veze savet ar bagad gant pikerien ha skoazellerion war droad e veze stummet gant ul linenn a Doppelsöldner (gwazed gopret div wezh) brudet evit embregañ o c'hlezeier bras anvet Zweihänder ("daouzorn"), hag o akebutoù. Stourmet o deus kalz er brezel Habsburg-Valois ha brezelioù ar relijion en Europa.

Al laskaneded a veze pleget d'an hutinadeg pa ne vezent ket gopret e koulz, ha dispartiet etre ar gatoliked hag al lutherianed, hogen armet mat e oant, ha skiant-prenet kement ha kalonegezh a oa ganto. Dre un doare emgannañ nevez ha kenurzhiet e oant gwelet evel stourmerien da zoujañ, hag evel laeron ha preizherien. Barr o brud a voe tizhet e-pad aotroniezh Karl V Habsburg, ha dindan ren ar general Georg von Frundsberg ha Nicholas Salm, ha daet eo an uhelvrud ganto pa voe bac'het roue Frañs Frañsez Iañ en emgann Pavia e 1525, kement hag o rezistañs a-enep an Ottoman Suleiman ar Meurdezus e seziz Vienna (1529), tra ma voent kiriek a breizhadeg Roma e 1527.