Zweihänder
Ar Zweihänder, pe Bidhänder, zo ur c'hleze a veze implijet en Europa e-pad ar Grennamzer hag an Azginivelezh, gant un dornell hir 40-50 cm hed. Embreget e c'halle bezañ gant an daou zorn. Skouerennoù eus ar 16vet kantved a oa nebeutoc'h eget 3 c'hilogramm a bouez enno.
Ar Bidhänder zo ur c'hleze hir embreget gant an daou zorn. Evel holl armoù gwenn ar mare kent-greantel, e oa meur a stumm eus ar c'hlezeoù daouarn-se hag e c'halle bout diforc'hioù bras etrezo . Droukvesket e veze alies ar Bidhänder gant ar c'hleze a Vro-Skos anvet Claymore eus an amzerioù modern, pe gant ar c'hleze dibennañ ivez. Klezeier a voe ijinet gant un hirded krogenn damheñvel mes gant lavnennoù berroc'h, gallout a raed o dornata gant an daouarn pe gant un dorn hepken, neuze e vezent anvent "kleze un dorn hag hanter".
-
Landsknecht gant Zweihänderoù
-
Kleze Zweihänder bras e White Tower Londrez
-
Pevar Zweihänder, Mirdi istorel Basel
-
Landsknecht gant ur vaouez. Ar gour a zoug ur Zweihänder war e skoaz hag ur C'hatzbalger staget ouzh e c'houriz.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Weighty Issue of Two-Handed Greatswords, John Clements (en)