Mont d’an endalc’had

Schmidt-Rubin

Eus Wikipedia
Schmidt-Rubin
Stumm 1889
Skeudenn ar pennad Schmidt-Rubin

Ur fuzuilh Schmidt-Rubin 1889, stumm kentañ ar rummad
Kinnig
Bro Suis Suis
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,5 × 53,5 mm
7,5 × 54,5 mm
Produer Waffenfabrik Bern
Mare produiñ 1889-1897
Skouerennoù produet 211.890
Mare implij 1889-1911
Pouez ha muzulioù
Mas 4,43 kg
Hirder 1.302 mm
Hirder ar c'hanol 780 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 2.900 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 620 m/s
Endalc'h Karger fiñv 12 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Schmidt-Rubin zo ur rummad armoù-skoaz implijet gant arme Suis etre 1889 ha dibenn ar bloavezhioù 1950. Anvet int diwar anvioù Rudolf Schmidt, koronal hag ijinour sistem kulasenn linennek an arm[1], hag Eduard Rubin, saver ar c'hartouchennoù 7,5 mm implijet ennañ. An armoù produetañ er rummad-mañ a voe, ouzhpenn ar stumm kentañ e 1889, ar re kemmet e 1911 (fuzuilh ha karabinenn K11) hag e 1931 (stumm karabinenn K31 hepken).

Schmidt-Rubin stumm 1889

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1882 e voe amprouet gant Eduard Rubin ur gartouchenn bihanoc'h he c'halibr evit reoù ar mare, hag a zeuio da vezañ ar 7,5 × 53,5 mm Suis. E 1885 e voe esaet er wikefre dezhi ur gulasenn linennek ijinet gant Rudolf Schmidt. Goude tri bloaz amprouennoù all ha gwellaat e voe choazet an arm nevez en ur mod ofisiel gant an arme suis d'ar 26 a viz Even 1889. Kambret e oa evit ar c'hartouchennoù 7,5 × 53,5 mm (anvet GP90 en arme). Pourveziet e oa gant ur c'harger fiñv 12 kartouchenn.

211.890 skouerenn eus ar stummm kentañ a voe produet betek 1897, pa voe merzet e oa kudennoù solutder gant ar vorailh. Ur stumm karabinenn berroc'h a voe degaset e 1893 ivez[2].

Schmidt-Rubin stumm 1889/96

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar c'houlenn an arme e voe ganet ar stumm-mañ e 1896, evit kreñvaat gwikefre ar gulasenn. An holl stummoù kentañ orin zo bet kemmet o gwikefre adalek ar poent-se, war-bouez ur 1.280 bennak[2].

Schmidt-Rubin stumm 1897 Kadet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm 1897 Kadet a zo bet diorroet evit deskiñ ar soudarded nevez war an tennañ. Evit-se e e veze implijet ur gartouchenn GP90 izeloc'h he c'hargad poultr hag he galloud. Ar Schmidt-Rubin Kadet 1897 he doa neuze ur c'houch dezhañ daou skeul disheñvel : unan evit ar gartouchenn glasel, hag unan all evit ar gartouchenn bleustriñ. 7.987 skouerenn eus ar stumm Kadet 1897 a voe produet[2].

Fuzuilh verr Schmidt-Rubin stumm 1889/1900

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar 1889/1900 a oa ur stumm berroc'h e ganol (23,3 meutad e-lec'h 30,7) pourveziet da soudarded an a-dreñv (kanolierezh, kreñvlec'hioù, marc'hoù-houarn pe kehentiñ). E-touez kemmoù all e voe izelaet endalc'h ar c'harger, eus 12 da 6 kartouchenn. 18.750 skouerenn anezhañ a voe produet etre 1901 ha 1911[2].

Mouskedig marc'hegerezh Schmidt-Rubin stumm 1905

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm karabinenn, 7.900 anezhi produet etre 1905 ha 1911. Kemer a reas plas ar stumm berr 1893, ha ne blije ket d'ar soudarded hervez[2].

Fuzuilh-droadegiezh ha mouskedig Schmidt-Rubin stumm 1911

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Fuzuilh produet da 127.000 skouerenn etre 1913 ha 1919 evit tennañ ar gartouchenn 7,5 × 55 mm (pe GP11) nevez[3]. He stumm berraet, anvet Mousqueton 1911 pe K11 (evit Karabiner 11), a zo bet produet betek 1933 da 187.000 skouerenn[2].

Schmidt Rubin stumm 00/11

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm ar 1889/1900 kemmet evit gellet tennañ ar gartouchenn nevez 7,5 × 55 mm[2].

Schmidt-Rubin
K31


Ur garabinenn Schmidt-Rubin K31, stumm diwezhañ ar rummad
Kinnig
Bro Suis Suis
Doare Karabinenn
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,5 × 55 mm
Produer Waffenfabrik Bern
Mare implij 1933 - 1958
Skouerennoù produet 528.230
Pouez ha muzulioù
Mas 4 kg
Hirder 1.105 mm
Hirder ar c'hanol 652 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 500 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 780 m/s
Endalc'h Karger fiñv 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

K31 (Schmidt-Rubin stumm 1931)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1920 en em soñjas pennoù meur an armeoù european peseurt doare arm hiniennel pourveziañ d'an droadeien. Ar fuzuilhoù implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ o doa diskouezet bezañ re hir evit an emgannoù en trancheoù, e-lec'h ma oa diezhomm ivez kaout un arm gouest da dennañ resis en tu all d'un nebeud kantadoù a vetradoù. Evel armeoù all e choazas Suis pourveziañ e soudarded gant karabinennoù. Diazezet e oa ar K31 war ar K11, met berraet e oa bet he gwikefre[1], ha ken resis e oa hag ur fuzuilh stumm 1911. 528.230 skouerenn eus ar K31 a voe produet, ha chom a reas e servij en arme suis betek 1957, pa voe kemeret he flas gant ar fuzuilh-emgann SIG SG 510[2][3].

Diazez e voe ar K31 d'ar ZfK-55 (evit Zielfernrohr Karabiner 1955)[3], ur fuzuilh-resisted hag a chomas implijet betek 1987 en arme Suis[1].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Letanant-koronal MARIOTTI, Mon nouveau mousqueton Modèle 1931, mod-implij evit ar soudarded ennañ kalz titouroù war an arm, embannadur 1941, pellgarget diwar Arme et Passion d'ar 04/01/2025
  • (fr) Meur a bajenn enne titouroù teknikel hag istorel war stummoù disheñvel ar Schmidt-Rubin, war lodenn fuzuilhoù suis al lec'hienn c'hallek Arme et Passion
  1. 1,0 1,1 ha1,2 '(fr)' ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 146-147
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha2,7 (en) The Schmidt-Rubin Series, Swiss Rifles (lennet d'an 03/01/2025)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) POPENKER Maxim, K31, Modern Firearms (lennet d'an 03/01/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan