Mont d’an endalc’had

Sant-Brieg Tolpad-kêrioù - Bae an Arvor

Eus Wikipedia
Lec'hiañ an etrekumuniezh en Aodoù-an-Arvor

Sant-Brieg Tolpad-kêrioù – Bae an Arvor a oa un aozadur, pe resisoc'h, un tolpad-kêrioù, savet e Breizh etre kumunioù eus tolead kêr Sant-Brieg, e departamant Aodoù-an-Arvor. Krouet e voe e 1983. D'ar 1 a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Sant-Brieg Arvor Tolpad-kêrioù, goude kendeuziñ gant teir etrekumuniezh-all hag ur gumun eus Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour.

Sant-Brieg Tolpad-kêrioù a yae 14 kumun d'ober anezhi:

  1. Hilion
  2. Ilfinieg
  3. Langaeg
  4. Lanvealgon
  5. Pledran
  6. Plerin
  7. Ploufragan
  8. Porzhig
  9. Sant-Brieg (sez)
  10. Sant-Donan
  11. Sant-Juluan
  12. Tregaeg
  13. Tremelar
  14. Tremuzon

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]