Samuel Schwartzbard
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Impalaeriezh Rusia, Frañs, Republik Soviedel Ukraina, Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia |
| Lealded | Frañs, Republik Soviedel Ukraina, Republik Sokialour Kevreadel Soviedel Rusia |
| Anv-bihan | Samuil, Shalom, Samuel |
| Anv-familh | Schwartzbard |
| Lesanv | Бал-Халоймес, Sholem |
| Deiziad ganedigezh | 18 Eos 1886 |
| Lec'h ganedigezh | Izmail, Smolensk, Balta |
| Deiziad ar marv | 3 Meu 1938 |
| Lec'h ar marv | Ar C'hab |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | myocardial infarction |
| Lec'h douaridigezh | Avihayil |
| Yezh implijet dre skrid | yideg |
| Skour lu | Lejion estren (Bro-C'hall), Red Guards, Lu Ruz, Tcheka, Joint State Political Directorate |
| Diellaouet gant | YIVO Institute for Jewish Research |
| Ideologiezh politikel | anveliouriezh |
| Darvoud-alc'hwez | Schwartzbard trial |
| Prizioù resevet | Kroaz-brezel 1914-1918 |
Samuel Schwartzbard, pe Sholem Schwartzbard (1886-1938), a oa un anarkour yuzev gall, a orin rus hag a lazhas ur broadelour ukrainat.
Keodedour gall e teuas da vezañ e 1925. Lazhañ a reas Symon Petliura e Pariz en 1926, en abeg d'ar pogromoù en dije bet aozet.
Sevel a reas barzhonegoù e yideg, goude bezañ didamallet ha lezet da vont en 1927. Hervez mammennoù e oa eñ ur spier soviedat kefridiet gant lazhañ Petliura dre ma oa ur broadelour ukrainan.
Lazhadenn Petliura
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ur spier disivour eus ar KGB, anvet Peter Deriabin, Schwartzbard a oa ur spier eus soviedat eus an NKVD hag al lazhadenn a oa bet graet hervez urzhioù penn grouarnamant Ukraina ha kannadour URSS e Bro-C'hall er mare-se, Christian Rakovsky. An oberiadur ispisial gant ar GPU a oa bet harpet gant an ajant Mikhail Volodin, a oa erruet e Bro-C'hall d'an 8 a viz Eost 1925, hag a oa liammet-tre gant Schwartzbard.