Saints Row (c'hoari video)

Eus Wikipedia
  • Evit an heuliad c'hoarioù video gwelet Saints Row.
Saints Row
c'hoari video
TitlSaints Row Kemmañ
HeuliadSaints Row Kemmañ
Tachennaction-adventure game Kemmañ
Ti-embannTHQ Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Deiziad embann29 Eos 2006 Kemmañ
Voice actorMichael Clarke Duncan, Daniel Dae Kim, Keith David, Ogie Banks, Mila Kunis Kemmañ
ProduerJacques Hennequet Kemmañ
Soundtrack releaseSaints Row Original Soundtrack Kemmañ
Set in period2006, February 3, 2006, June 2006, September 3, 2006, 2008 Kemmañ
Lec'h an istorStilwater Kemmañ
Review score81/100 Kemmañ
Hollved faltaziekSaints Row universe Kemmañ
TudennoùPlaya Kemmañ
DiorroerVolition Kemmañ
SavennXbox 360 Kemmañ
Software engineHavok Kemmañ
C'hoariustedc'hoari video liesc'hoarier, C'hoari video unc'hoarier Kemmañ
Input devicegamepad Kemmañ
Diaz embannoptical disc Kemmañ
Renkadur ESRBMature 17+ Kemmañ
PEGI ratingPEGI 18 Kemmañ
Set during recurring eventC'hwevrer, Mezheven, Gwengolo Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.saintsrow.com/ Kemmañ

Saints Row a zo ur c’hoarioù video doare gwezh-avantur en ur bed digor krouet gant ar studio Volition hag embannet gant ar studio THQ d'an 29 a viz Eost 2006. Degemeret e oa bet mat ar c'hoari kement gant ar c'hoarierien evit gant ar ar buruteladennerien ar gwerzhoù a oa bet mat. Keñveriet e oa bet diouzhtu gant an hueliad c'hoarioù video Grand Theft Auto, met gant ur blaz e oa bet gwellaet an doare c'hoari bed digor a oa diaz da GTA gant Saints Row. Saints Row a zo ar c'hoari a voe diaz d'an heuliad c'hoarioù video Saints Row hag a vez embannet c'hoarioù enni hiziv-an-deiz c'hoazh ha gant berzh bras, unan eus an heuliadoù c'hoarioù video brudetañ ha gwerzhet ar gwellañ eo a-benn bremañ.

Saints Row a ro an tu d'ar c'hoarierien da vezañ dieub da geñver fiñvoù hag obererezhioù er bed digor kement ha gant ar c'hefrifioù da gas da benn evit mont war-raok gant an istor pennañ d'ar c'hoari. Ar c'hefridioù a vez tizhet dre gounez "palioù resped" a vez gounezet dre seveniñ obererezhioù, c'hoari da amprouennoù bihan...

Ar pal pennañ a zo da gemer tiriadoù ha nerzh ar bandennoù pe gang enebourien all, tri a vez anezho.

Saints Row a gemer plas en ur gêr damm ijinet anvet Stilwater, savet adal kêrioù gwirion brudet evit bezañ preizhet gant gangoù er Stadoù-Unanet: Chicago, Detroit, Cleveland, ha Baltimore. Ar c'hoarier a zo un dudenn a vez tapet en ur brezeliadenn etre tri gang pennañ ar gêr o klask bezañ mestr war an tiriad; Los Carnales, the Vice Kings, hag ar re the Westside Rollerz. An dudenn a-sav a-du gant gang ar 3rd Street Saints, ganet er Saint's Row district. Ar c'hoarier a sikouro ar gang evit dont da vezañ mestr war ar gêr ha dont da vezañ mestr ar gang.

Doare c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa grog ar c'hoarier gant ar c'hoari e vez ret dezhañ da grouiñ un dudenn dre ur reizhad a ro an tu dezhañ da choaz ar ouenn, ar ment, an dremm pe c'hoazh an doare blev. Pep c'hoarier a c'hell choaz evel-se da gaout ur c'hoari dezhañ e-unan. Goude bezañ kaset da benn ar c'hentañ kefridi e vez tu d'ar c'hoarier da vont gant ar gêr evel ma fell dezhañ, ur bed digor eo dezhañ.

Disheñvel eo ar c'hoari diouzh Grand Theft Auto, an heuliad c'hoarioù diazez d'ar c'hoarioù gangster dre munudoù. Kavout a reer ul linenn resped a vez lakaet da uhelaat dre obererezhioù evel kefridioù bihan (« houlier », trafikerezh dramm, flod d'an asurañs…), dre ul lusker evit personelaat an dudenn c'hoarier (liv kroc'hen, blev, daoulagad...) ha dre kaout ul lies c'hoarier. An doare c'hoari-se dre rouedad a c'hell gwelet betek 12 c'hoarier war ar memes tro o c'hoari asambles dre ar savenn Xbox Live.

Sevel un dudenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Savet e vez un dudenn raktal pa grog ar c'hoari. Ar c'hoarier a c'hell choa pep tra a yaio d'ober tudenn ar c'hoari pe e avatar. Keñveriet e vez alies an tu-se gant hini ar c'hoarioù doare RPG. Gant ma zaio war-raok ar c'hoarier gant an istor e vo tu dezhañ da c'hounez perzhioù nevez a-benn kaout un dudenn disheñvel (ar vouezh, frazennoù da lar, gwiskamantoù....).



Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]