Volition
- Evit an heuliad c'hoarioù video Saints Row gwelet Saints Row.
- Evit an heuliad c'hoarioù video gwelet Red Faction.
| Tachenn obererezhioù | video game industry |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | Du 1996 |
| Stad | Stadoù-Unanet |
| Furm lezennel | limited liability company |
| Perc'hennet gant | Embracer Group |
| Aozadur mamm | Gearbox Entertainment Company |
| Sez sokial | Champaign |
| Produ | c'hoari video |
| Deiziad divodañ | 31 Eos 2023 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.volitiongames.com |
Deep Silver Volition, LLC ofisiel Volition, Inc., berraet gant ar stumm Volition a zo un embregerezh produiñ c'hoarioù video krouet e 1996 e Champaign, Illinois, e Stadoù-Unanet Amerika. An embregerezh a zo bet krouet pa voe rannet Parallax Software (krouer an heuliad c'hoarioù Descent) e daou damm, Volition hag Outrage Entertainment, gant e penn Mike Kulas ha Matt Toschlog e miz Du 1996.
Anavezet eo ar studio evit bezañ bet savet heuliadoù c'hoarioù video o doa bet graet berzh bras evel Red Faction pe Saints Row. D'an 31 a viz Eost 2023 e oa divodet ar studio ha roet ar gwirioù war an oberennoù d'ar studio Plaion.
Istor ar studio
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa suj Volition.inc d'ar studio hag embanner Interplay Entertainment e oa bet savet an heuliad c'hoarioù FreeSpace. Un heuliad c'hoarioù doare drevezadur emgann en egor. Pa erruas Interplay d'an ampoent d'ar freuz-stal, Volition.Inc a oa bet prenet gant ar studio THQ e miz Gwengolo 2000. Abaoe, Volition.Inc en deus bet savet e-leizh a c'hoarioù brudet evel an heuliad Red Faction, an heuliad Summoner, The Punisher, hag an heuliad holl vrudet Saints Row.
Insane, a zo ur c'hoari sevenet gant harp Guillermo del Toro kemenet e 2010 hag a oa da vezañ embannet a oa bet nullet gant Volition.inc e 2012. Del Toro en deus bet embannet abaoe e kendalc'he al labour war ar c'hoari Insane met gant ur studio all chomet dianav betek-en.
Pa erruas THQ etrezek ar freuz-stal, e-leizh a embregerezhioù a oa dedennet gant lodennoù eus ar studio. Penn-rener Volition Inc., Dan Cermak a embannas e oa Warner Bros., Electronic Arts, Take-Two, Ubisoft, Deep Silver, kement hag ur strollad dianav a orin eus Chicago a oa deuet da welladenniñ ar studio nebeut sizhunvezhioù a-raok ma vefe roet lañs d'ar werzhadenn. Volition a oa bet prenet gant Koch Media evit 22.3 milion USD. an eil kinnig prenadenn a oa gant Ubisoft evit ur sammad a 5.4 milion USD.
C'hoarioù savet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Year | Title | Platform(s) | ||||||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
| GameCube | OS X | Microsoft Windows | Linux | N-Gage | PlayStation 2 | PlayStation 3 | PlayStation 4 | Xbox | Xbox 360 | Xbox One | ||
| 1998 | FreeSpace: The Great War | |||||||||||
| 1999 | FreeSpace 2 | |||||||||||
| 2000 | Summoner | |||||||||||
| 2001 | Red Faction | |||||||||||
| 2002 | Summoner 2 | |||||||||||
| 2002 | Red Faction II | |||||||||||
| 2005 | The Punisher | |||||||||||
| 2006 | Saints Row | |||||||||||
| 2008 | Saints Row 2 | |||||||||||
| 2009 | Red Faction: Guerrilla | |||||||||||
| 2011 | Red Faction: Armageddon | |||||||||||
| 2011 | Saints Row: The Third | |||||||||||
| 2013 | Saints Row IV | |||||||||||
| 2015 | Saints Row: Gat out of Hell | |||||||||||
| 2017 | Agents of Mayhem | |||||||||||