Saints Row (heuliad c'hoarioù video)
Saint Row | |
---|---|
Doare | C'hoari gwezh-avantur |
Lodennoù | 5: Saints Row |
Krouerien | Volition |
Embanner | THQ(2006-2013) Deep Silver (2013-bremañ) |
Doare | C'hoari e-unan Liesc'hoarier |
Sistem diazez | Xbox 360 |
Sistemoù | Microsoft Windows Xbox 360 |
Bro | Volition ![]() |
Devezh embannadur | Saint Row - 29 a viz Eost 2006 |
Lec'hienn internet | https://www.saintsrow.com |
Peseurt oad | ![]() |
kemmañ ![]() |
Saints Row a zo un heuliad c’hoarioù video doare gwezh-avantur en ur bed digor krouet gant ar studio Volition hag embannet a-benn bremañ gant Deep Silver.
Istor ar c’hoari a zo hini ur gang Amerikan anvet ar Third Street Saints, ‘pezh a ro anv an heuliad c’hoarioù. An doare da c’hoari pe gameplay a zo unan doare frank pe bed digor dre an doare c’hoari hag a zo kemmesk etre unan nann linenneg ha gwezh-avantur gant ul lodenn redadeg. An heuliad a zo brudet dre an tu farsus d’ar c’hoarioù. Istorioù an heuliad c’hoarioù video a zo bet skrivet evel istorioù farsus gant liammoù ouzh ar sevenadur poblek : adkemerioù troet gant ar fent, gwazoniezhoù pe c’hoazh luadennoù. Goude bezañ bet echuet gant ar c’hoari video Red Faction II e fin ar bloavezh 2002, ar sevenerien eus an embregerezh Volition o devoa staget gant al labour war ur c’hoari nevez anvet Saints Row. Embannet e oa bet ar c’hentañ c’hoari diazez d’an heulienn e 2006 ha degemeret mat gant ar buruteladennerien hag o kaout berzh mat gant ar werzhadennoù.
E 2008 e oa bet embannet an eil tamm d’an heuliad anvet Saints Row 2, degemeret e oa bet mat evel an hini gentañ d’an heuliad ha berzh mat a reas da geñver gwerzh betek muioc’h c’hoazh evit e hendad. An trede lodenn d’an heuliad anvet, Saints Row: The Third a oa bet embannet d’ar 15 a viz Du 2011. Ar pevare tamm, Saints Row IV a zo bet embannet d’an 20 a viz Eost 2013, gant un ouzhpennadur doare standalone anvet Gat out of Hell embannet d’an 20 a viz Genver 2015 e Norzh-Amerika ha d’an 23 a viz Genver 2015 en Europa. E miz Gwengolo 2013, an Heuliad c’hoarioù video Saint Row a oa bet gwerzhet ouzhpenn da 13 million skouerenn, ar pezh a lak an heuliad da vezañ unan eus ar re gwerzhet ar muiañ e bed ar c’hoarioù video. Alies e vez keñveriet gant an heuliad c’hoarioù video Grand Theft Auto (GTA).
C'hoarioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embannadur | Titl | Urzhiataer | 7vet remziad | 8vet remziad | Sevener | Eil sevenerien |
---|---|---|---|---|---|---|
2006 | Saints Row | Netra | X360 | Netra | Volition | Netra |
2008 | Saints Row 2 | Windows, Linux, SteamOS | X360, PS3 | Netra | Volition | CD Projekt (PC port) |
2010 | Saints Row Undercover C'hoari nullet[1] | Netra | PSP | Netra | Volition | Netra |
2011 | Saints Row: The Third | Windows, Linux, SteamOS | X360, PS3 | Netra | Volition | Netra |
2013 | Saints Row IV | Windows, Linux, SteamOS | X360, PS3 | Xbox One, PS4 | Volition | High Voltage Software (Re-Elected, DLC) |
Soñjet e oa bet da sevel ur c'hoari anvet Saints Row Undercover war PSP met nullet e voe er bloavezh 2010. An tu a zo bet roet d'e bellgargañ digoust er bloavezh 2016 gant ar studio Volition[2].
|