Xbox 360
An Xbox 360 zo ur c'hoñsolenn c'hoarioù video evit an ti savet gant Microsoft. Bez eo warlerc'hiad an Xbox diazez, an eil koñsolenn eo d'an heuliad koñsolennoù Xbox. An Xbox 360 a oa bet o keveziñ gant hini Sony ar PlayStation 3 hag hini Nintendo ar Wii da geñver koñsolennoù Seizhvet remziad. An Xbox 360 a voe diskouezhet dre un doare ofisiel war ar chadenn skinwel MTV d'an 12 a viz Mae 2005. Diwezatoc'h e voe roet munudoù teknikel, ha keloù war an embann evit ar c'hoarierien e-pad an Electronic Entertainment Expo (E3).