Sant-Pêr-ha-Mikelon
Sant-Pêr-ha-Mikelon (galleg ha stumm ofisiel: Saint-Pierre-et-Miquelon) a zo ur strollegezh tramor eus ar Frañs en Amerika an Norzh, e gwalarn ar Meurvor Atlantel, 25 km er-maez d’an Douar-Nevez (Kanada), e Pleg-mor ar Sant-Laorañs. Un enezeg eo hag a ya teir enezenn bennañ d’hec'h ober: Sant-Pêr, Mikelon ha Langlade, an div ziwezhañ-mañ a zo stag an eil ouzh eben gant un erv. 242 km² a zo en holl ha 6 290 a dud (e 2011) o vevañ eno.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anvet e oa da Santez Ursula gant ar merdeer portugalat João Álvares Fagundes e 1520, ha goude da Isle Sainct Pierre gant Jakez Karter pa tremenas eno e miz Even 1536, peogwir eo sant patrom ar beskaeterien.
Bro-C'hall Nevez, trevadenn Bro-C'hall, a voe kollet ganti e-pad Brezel Seizh Vloaz e kreiz an XVIIIvet kantved. Sant-Pêr-ha-Mikelon a oa bet kollet e 1713 avat abalamour da Feur-emglev Utrecht, hag adkemeret e voe gant Bro-C'hall gant Feur-emglev Pariz e 1763. Taget e voe gant ar Saozon met kadernaet e voe e oa da Vro-C'hall gant Feur-emglev Versailhez e 1783, hag ivez e-pad ar Restaorasion.
Ul lammgresk armerzhel en doe an enezeg e eil lodenn an XIXvet kantved gant pesketaerezh ar moru.
E 1946 e teuas da vezañ un tiriad tramor, e 1976 un departamant tramor, e 1985 un strollegezh tiriadel hag e 2003 ur strollegezh tramor.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un enezeg a eizh enezenn eo Sant-Pêr-ha-Mikelon, 242 km² ganti. 26 km² eo Sant-Pêr, ha 86% eus ar boblañs enni, ha 216 km² eo Mikelon, teir gourenez enni. Treut ha garv eo an natur a gaver eno : taouarc'hegoù, stankoù, ur stêr, koadoù hanternozel. Enezigoù didud a zo ivez : île aux Marins, île aux Pigeons, île aux Vainqueurs ha Grand Colombier, a-vaez da Sant-Pêr.
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos