Feur-emglev Utrecht (1713)

Eus Wikipedia
Feur-emglev Utrecht (1713).
Ar c'hemmoù deuet diwar Feur-emglev Utrecht.
Tanarvest da-heul ar feur-emglev.

Feur-emglev Utrecht (distaget /y.tʁɛɣt/) a zo, e gwirionez, daou feur-emglev sinet en Utrecht en Izelvroioù e 1713, hag a lakaas fin da Brezel Hêrezh Spagn.

Brezel Hêrezh Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Hêrezh Spagn, etre 1700 ha 1714, a savas goude marv Carlos II, roue Spagn, manet dibennhêr. Goude ar brezel e voe laket ur Bourbon da roue Spagn. Hennezh a oa ur mab-bihan d'ar roue gall Loeiz XIV, hag anvet e voe Felipe V; ha setu ganet tiegezh Bourboned Spagn, bepred o ren er vro hiriv.

Kendalc'h Utrecht[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Digoret e voe Kendalc'h Utrecht d'an 29 a viz Genver 1712.

Danvez ar feur-emglev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kollet he renk gant Spagn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Spagn an hini a oa koll. Tennet e voe diganti e douaroù e pevar c'horn Europa: