Saartjie Baartman

Eus Wikipedia
Sarah Saartjie Baartman
Sarah Baartman hervez un dresadenn.

Satchwe, Ssehoura (178929 a viz Kerzu 1815), adanvet Sarah Baartman pe Saartjie Baartman en izelvroeg, a oa ur sklavez khoekhoe eus Suafrika kaset da Europa da vezañ diskouezet evel ul loen, ha lesanvet ar Wener hottentot.
Hottentot, "ar re c'hak" en izelvroeg[1], a veze graet eus ar boblad khoekhoe, ha Gwener, anv doueez roman ar garantez, a veze lavaret anezhi dre c'hoap, abalamour ma veze kavet vil he dremm hag he revr. Hi hag ur vaouez all da vihanañ a veze diskouezet en ur sirk.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Satchwe a oa eus ar boblad khoekhoe, ur bobl eus Suafrika ha Namibia. Ar re-se, a veze anvet Hottentot ha Bushmen, zo e gwirionez meur a pobl anezhe. Bevañ a reont en ur vro baour-spontus ha sec'h-kras abaoe meur a vilved. Brudet eo ar Ghoekhoeed ivez dre ma'z eo bihan a-walc'h o ment : Satchwe ne oa ken nemet 1,39 m uhel e fin he buhez. Brudet eo ar broadoù-se ivez abalamour d'o sevenadur ha d'o yezhoù "kliket", a glever enne pevar doare klik pe klok e penn-kentañ ar silabennoù. Ar c'hlikañ-se eo an abeg ma reas Hollandiz Hottentot anezhe, da lavaret eo e soñje dezhe e oa gak pe vesteod ar Ghoekhoeed.

Ganet e oa Satchwe e dibenn an XVIIIvet kantved, e-tro 1789. D'ar c'houlz-se e oa an holl vroioù o klask aloubiñ Afrika. En Afrika ar Su e oa ar Voered hag ar Saozon o c'hoari las. Lazhet e veze an henvroidi evel loened, ha devet o c'hêriadennoù. Goude-se e voe aozet ur gwir ouennlazhadeg. Troc'het e veze o fennoù dezhe ha kaset da virdïoù Europa da ziskouez.
Satchwe a voe lazhet he zud diraki, ha tad he bugel a zeredas kuit kement a aon en devoa bet. Pevarzek vloaz hepken e oa Satchwe da neuze. He bugel bihan nevez-c'hanet a varvas da heul an darvoudoù-se. Neuze ez eas da glask labour e ti ur Boer pinvidik. Gwallgaset e veze alies eno. A-benn ar fin e voe gwerzhet da vreur he mestr. Hemañ a oa kurius da welout he forzh astennet ha distummet pa oa bihan hervez giz ar vro d'ar c'houlz-se. Disneuziet ha kresket e oa bet he feñsoù dezhi ivez hervez ur c'hustum a gaver e meur a lec'h en Afrika. Dimeziñ a reas d'he mestr, a-hervez, daoust da hemañ bezañ dimezet dija. Ur mezeg saoz a vroudas ar Boer da gas Satchwe, badezet Sarah pe Saartjie Bartmann da neuze, da Vro-Saoz da vezañ diskouezet evel loen sirk, rak hervezañ e oa kalz a arc'hant da c'hounit diwarni. Ar pezh a voe graet. Lesanvet e voe Satchwe The Hottentot Venus adalek neuze.

E Bro-C'hall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzhet e voe d'ur Parizian a reas La Vénus Hottentote anezhi hag a zalc'has d'he diskouez ha, gwashoc'h c'hoazh, da werzhañ he c'horf. Setu-hi bremañ aet da c'hast e Pariz. Goap a veze graet eus he c'horf, eus he yezh ha tremenet e veze da sodez. Homañ koulskoude ne oa ket ken sot ha ma krede da Europiz ar c'houlz-se e oa, rak dont a reas a-benn da zeskiñ peder yezh, ar galleg en o zouez.

Tamm-ha-tamm e voe tapet gant ar boan-spered hag an droug-hirnezh d'he bro. Ouzhpenn-se, he doa kollet he "fried" dre m'en devoa dilezet anezhi. En em lakaat a reas da evañ da d'en em zrammañ. Mervel a reas e 1815, d'an oad a 26 vloaz, diwar an danijenn-skevent, a-hervez ; lod all a lavar ec'h eo diwar an naplez.

Gwerzhet e voe he c'horf-marv d'ar mezeg gall Georges Cuvier a ziskejas anezhañ. Lakaet e voe hec'h empenn hag he forzh er formol. He c'horf a-bezh a voe moulet e plastr. He c'horf-eskern a voe lakaet a-wel d'an holl er mirdi. E 1832 e c'houlennas Cuvier, a-raok mervel, ma vije lakaet e empenn er formol ivez ha lakaet e-tal tammoù korf Satchwe war ar memes estajerenn da vezañ sellet. Chom a reas tammoù eus korf Satchwe er mirdioù betek 1974 e-mesk al loened gouez plouzet.

Distro d'he bro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude fin an apartheid eo e c'houlennas he fobl, ar Ghoekhoeed, digant Nelson Mandela ma vije degaset he c'horf da Suafrika en-dro. Nac'het e voe e-pad pell en ober, war digarez ma n'heller ket reiñ glad ar mirdioù hag ar skiantoù da dud prevez (le patrimoine inaliénable du muséum et de la science) ; ret e voe lakaat ul lezenn arbennik da dremen evit reiñ an aotre da zieubiñ korf Satchwe, hag e 2002 e voe votet.

Diskouez a ra buhez Satchwe dimp penaos e oa tro-spered Europiz betek n'eus ket keit-se e-keñver pobladoù pe "gouennoù" evel ma veze lavaret, tremenet da izeloc'h evit tud ha mat da vezañ dalc'het dindan gazell-gê.
Diskouez a ra ivez tro-spered nevez ar pobloù henvroiz a-vremañ, a zo o klask adkavout o lorc'h, o glad sevenadurel, o arouezioù, betek klask adkaout korfoù ha madoù o zud-kozh bet skrapet ha laeret digante.

Ur vaouez diskaret ha mezhekaet e voe Satchwe. Daou c'hant vloaz goude evelkent, e 2002, e voe kaset he c'horf d'he bro da veziañ. Ur morad a zek mil a dud a oa deuet d'hec'h enoriñ. C'hoantaet he doa bet a-viskoazh distreiñ d'he bro e-kichen Hankey, ur gêr er reter da Gape Town, m'emañ he bez.
Kalz re bell eo bet ret d'ar Wener Du siwazh gortoz a-raok adkavout ar peoc'h peurbadel ha karantez he fobl.

Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù kliket[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gérard Badou, L'Énigme de la Vénus hottentote, Payot & Rivages, Collection Petite bibliothèque Payot, 2002. (ISBN 2-22889-644-6)
  • Zoos humains de la vénus hottentote aux reality shows (Collectif), Éditions La Découverte, Pariz. (ISBN 2-70713-638-7)
  • Barbara Chase-Riboud (Troet gant Denis-Armand Canal), Vénus hottentote.
  • Carole Sandrel, "Venus Hottentote, Sarah Bartman", Perrin 2010.

E gallaoueg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E saozneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gilman, Sander L. (1985). "Black Bodies, White Bodies: Toward an Iconography of Female Sexuality in Late Nineteenth-Century Art, Medicine, and Literature". In Gates, Henry (Ed.) Race, Writing and Difference 223-261. Chicago, University of Chicago Press.
  • Gould, Stephen Jay (1985). "The Hottentot Venus". In The Flamingo's Smile, 291-305. New York, W.W. Norton and Company. ISBN 0-393-30375-6.
  • Holmes, Rachel (2006). The Hottentot Venus. Bloomsbury, Random House. ISBN 0-7475-7776-5, ISBN 1400061369 (U. S. edition).
  • Strother, Z.S. (1999). "Display of the Body Hottentot", in Lindfors, B., (ed.), Africans on Stage: Studies in Ethnological Show Business. Bloomington, Indiana, Indiana University Press: 1-55.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]