Buellt
Buellt Rouantelezh Buellt | ||||
| ||||
Rouantelezhioù hag isrouantelezhioù kozh Kembre | ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Kembraeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Roue | ||||
- 406 - 440 | Pasgen (Pascent) ap Gwrtheyrn | |||
Istor | ||||
- Dilezet eo Kembre gant ar Romaned | 406 | |||
- Staget ouzh Seisyllwg | VIIIvet kantved |
Ur rouantelezh kozh eus Kembre e oa Buellt (Builth e saozneg). E-kichen Caer Bedris edo, er pezh a zo kontelezh Powys e Kembre hiziv. Gant ur skourr eus familh roueel ar rouantelezh-mañ e voe krouet e derou ar Vvet kantved ha dont a reas da vezañ dizalc'h pa zilezas ar Romaned an enezenn.
Ul lodenn anezhi e oa isrouantelezh Gwerthrynion ha titl « roue Gwerthrynion » a veze alies gant rouaned Buellt.
Biskoazh ne voe a-bouez rouantelezh Buellt hag e-pad ar VIvet kantved e teuas da vezañ un isrouantelezh dindan hini Brycheiniog. Staget e oa ouzh Seisyllwg goude 800.
Hervez an Historia brittonum, e vije bet tiegezh ar roue meur Vortigern o ren war ar rouantelezhioù-se. E dud o dije graet araokañ[1] hag e vab Pasgen war e lerc'h ma n'en deus ket graet e-unan"
[2].
Listenn rouaned Builth (n’eo ket peursur an amzeriadoù)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pasgen (Pascent) ap Gwrtheyrn : 406 - 440
- Braciat (Braigad) ap Pasgen. : 440 - 475
- Idnerth ap Briagad : .475 - 510
- Meurig (Meuprit) ap Idnerth: 510 - 545
- Pawl (Paul) ap Meurig : 545 - 580
- Elaed (Eltat) ap Eldoc ap Pawl : 580 - 615
- Morwd (Moriud) ap Elaed : 615 - 650
- Gwyddgan (Guoidcant) ap Morwd : 650 - 685
- Pasgen (Pascent) Buellt : 685 - 715
- Tedwr (Teudor) ap Pasgen : 715 - 745
- Ffernfael ap Tedwr : c.745 -?
(ar furmoù etre krommelloù zo anvioù er stumm ma'z int bet skrivet en dielloù kozh[3]). Ar re all zo skrivet e doare ar c'hembraeg a vremañ.)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The History Files: Builth
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Historia brittonum, rannbennad 49 : "Setu amañ lignez Vortigern, a zeu eus Fernvail, a renas e rouantelezh Guorthegirnaim, ha oa mab Tudor
- ↑ Historia brittonum, rannbennad 48 : "Tri mab en doa [Vortigern] : ar c'hoshañ e oa Vortimer, a stourmas, evel m'hon eus gwelet, peder gwezh enep ar Saozon, hag a lakas anezhe da dec'hout; Categirn e oa an eil, a voe diskaret en hevelep emgann gant Horsa; an trede a oa Pascent, a renas e div vro Builth ha Guorthegirnaim, goude marv e dad"
- ↑ Nennius: Historia Brittonum (Istor ar Vrezhoned), VIIIvet kantved, pennadoù 48-49, embannet gant J. A. Giles, Six Old English Chronicles, London Henry G. Bohn, 1848. Da ziwall zo evel just ouzh ar pezh zo skrivet en destenn-se abalamour ma ne veze ket skrivet an istor er mare-se evel ma vez hiziv an deiz.
Gwelout ivez : Ar Gelted • Ogham • Yezhoù keltiek • Rouantelezhioù brezhon • Enez Vreizh • Galia