Wikipedia:Robinhoudeg
Robinhoudeg (Beurtoñ tradiçïonel) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Breizh |
Rannved : | en-dro da barrez Plouwikiped |
Komzet gant : | 1 |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù Indezeuropek
Yezhoù keltiek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | Aqadémi al langaj beurtoñ |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | hini ebet |
ISO 639-2 | hini ebet |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | bçh |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Lakaet eo bet ar pennad-mañ da zanvez-pennad dibar en abeg d'e berzhioù skiantel, ha dreist-holl resisted an displegadennoù anezhañ. A-raok ma vo kinniget votiñ diwar war e benn, lakait ho soñj war bajenn ar gaozeadenn
Ur yezh savet a-ratozh ha diazezet war ar galleg kemmesket gant ar brezhoneg eo ar robinhoudeg (anv orin: råßy´nˇç??æg˘: distagadur:[[1]]). Anvet eo ivez nevez-brezhoneg beleg pe brezhoneg ar veleien nevez (gant ma vo anezho) pe beurtoñ tradiçïonel. Un nebeud yezhourien farserien a ra koukougeg eus outi.
Niver a dud a ra gantañ
[kemmañ ar vammenn]Komzet e vez gant un den nemetken hag en deus roet e anv d'ar yezh-se. Abalamour da se ha d'ar fed ma n'he deus ar yezh-se statud ofisiel ebet e neblec'h ez eus anezhi ur yezh en arvar, tonket dezhi mont da get.
Statud ofisiel ar yezh
[kemmañ ar vammenn]Klasket zo bet gwech ha gwechall lakaat ar robinhoudeg da yezh kenofisiel e Breizh ha neuze e vefe skrivet ar pannelloù-heñchañ e peder yezh: e galleg da gentañ e lizherennoù druz, e brezhoneg war-lerc'h e lizherennoù keltiek, e gallaoueg gant lizherennoù a-dreuz hag evit achuiñ e robinhoudeg e lizherennoù tro-gil. Ne oa ket bet degemeret ar c'hinnig-se gant ar C'huzul Rannvro dreist-holl peogwir e oa bet goulennet lakaat ar robinhoudeg e kement rannyezh hag isrannyezh a zo (gw. pelloc'h er pennad-mañ).
Tachenn implij
[kemmañ ar vammenn]Daoust d'un nebeud taolioù esae evit ober e renkoù war pajennoù a bep seurt gwechall, hiziv an deiz eo bet strishaet implij ar robinhoudeg da bajenn degemer ar wikipedia brezhonek. C'hoarvezout a ra trumm hag a-frapadoù, e-pad an noz alies-kaer. Hervez kont e vefe al lec'hienn-mañ [[2]] toull ar robinoudegerien.
Perzhioù yezhadurel
[kemmañ ar vammenn]Dre vras ez eo ar yezhadur stag a-walc'h ouzh patromoù boutin ar yezhoù keltiek, met klasket e vez e dostaat ouzh ar yezhoù romanek dre lakaat ar sujed e penn pep frazenn.
Perzhioù ar c'heriaoueg
[kemmañ ar vammenn]An hanter eus ar c'heriaoueg a deu eus ar brezhoneg met an hanter all, dre vras ar gerioù o tennañ d'ar skiantoù pe da forzh petra bet ijinet abaoe an XIXvet kantved a deu war-eeun eus ar galleg.
Ar robinhoudeg n'eo ket ken pinvidik hag ar brezhoneg.
Pa vez lavaret turlutat, bitellat, taniellat, belbetat, kalfichat, bitrakiñ, teusteukat, kinkailhat, belbisat, belbiat, c'hoari micherig, ha me 'oar fout' petra c'hoazh, e brezhoneg, e vez lavaret "brikolaj" nemetken e robinhoudeg.
Evit lavaret ar brezhoneg "kan a boz" e vez lavaret "melodi" e robinhoudeg, evit lavaret ar brezhoneg "melodi" ne vez lavaret mann ebet e robinhoudeg war a seblant.
Kalz a c'hlanyezhouriezh a zo gant ar robinhoudeg, klasket e vez dreist pep tra skarzhañ ar gerioù brezhoneg pobl a denn d'an traoù a-vremañ, ne vo ket graet gant mekanik da gannañ (pe mikinik da walc'hiñ an dilhad), gant machinalavé ne lâran ket.
Implijet e vez gerioù kevrennek stankoc'h evit e brezhoneg lennegel, da skouer :
- çïelektriq: heskenn dredan
- ékrañdordinatör: skramm an urzhiataer
Aezetoc'h eo neuze da zeskiñ ha da gaozeal gant an dud a oar galleg evit ar brezhoneg lennegel a-vremañ.
Hervez furcherien'zo eo bet levezonet geriaoueg ar robinhoudeg gant ur yezh dianavezet e Breizh. Ma n'eo ket kredapl diouzhtu, n'eus ken 'met mont da welout amañ evit priziañ ar vartezeadenn : [3] Bruzunoù robinhoudeg er Wikipedia .
Pa weler Ansiklopedi, Mitoloji, Teknoloji, Antropoloji, Psikoloji hag all, diaes eo chom hep studiañ ar spisañ ma c'heller an dizoloadenn dreistordinal-mañ.
Rannyezhoù
[kemmañ ar vammenn]Daoust ma vez komzet gant un niver bihan -tre a dud e vez isrannet ar yezh-mañ e meur a rannyezh hervez an eur ma komz an neb a ra ganti.
Div rannyezh pennañ ez eus hervez an izoglos -ç-/-ss- o vont a norzh da su:
- ar 'çeçedileg
- ar dissessedileg
Skouerioù :
Rannyezh an norzh (pe çeçedileg)
- "Qulturarbóbl a hall bud qultúr tradiçïonèl ur group etni-q pe qulturèl bennakëd. An dra-se a hallo bud tradiçionoù, çuperçtiçyonoù ha proverboù. E-pad ar çièql 19, en-em intereçe tud d'ar folklòr surtout ewid reçonoù ideoloji-q ha naçïonaliçt."
Rannyezh ar su (pe dissessedileg)
- "Qulturarbóbl a hall bud qultúr tradissïonèl ur group etni-q pe qulturèl bennakëd. An dra-se a hallo bud tradissionoù, ssupersstissyonoù ha proverboù. E-pad ar ssièql 19, en-em interesse tud d'ar folklòr dreisst-oll ewid ressonoù ideoloji-q ha nassïonalisst."
(Mammenn: "Dialectal Morphology of Middle-Robinhoodish" [4])
Ar skritur
[kemmañ ar vammenn]Luziet a-walc'h eo an doare-skrivañ implijet evit ober gant ar yezh-mañ dre skrid, rak n'eus reolenn rik ebet. Peurliesañ e vez kavet ur skrab (tired-lemm) pe daou e pep ger o tiskwel war un dro pegen digor eo ar vogalenn hag ivez lec'h an taol-mouezh. Implijet e vez ivez lizherennoù kaer-meurbet evel ar 'sséçédíy', implijet dirak 'i' pe 'e' nemetken.
Skouer
[kemmañ ar vammenn]Setu digoradur Diskleriadur hollvedel gwirioù mab-den troet e robinhoudeg:
- Déklarasïon universèl droechow ar bôtrëd
- Préambül
- O koñsidéri reconèçañs dinyité inérañt deus pep ezel deus ar vamilh humèn hag o droechow íngal hag inalyenapl a goñstitü fondamñachow ar vrankis, ar jüstiç hag ar pöh dre ar bedhól...
Ar bouf (pe “ar pep gwellañ”)
[kemmañ ar vammenn]Amañ e c'haller gwelet unan eus ar gwellañ pennadoù bet savet e robinhoudeg: [5]
Un hipotezenn fantastik
[kemmañ ar vammenn]Hervez parapsikologourien 'zo, evel an Ao. Gwenc'hlan Marzhin, e vefe ijiner ar yezh-se un adenkorfadur eus ur beleg bennak eus ar XVIIvet pe XVIIIvet kantved, marteze a-walc'h Louis Tanguy (Taole 1762-Sant Tegoneg 1847), savet gantañ levrioù kentelius evel "Ar guir gristen cunduet hag enchet en holl circonstançou eus e vuez", "Buez hor Zalver Jezus-Christ gant explicationnou profitabl d'an holl", "Tenzor ar gristenien pe leuvr necesser da bep gristen evit en em instrui eus ar religion".
Plijout a rae dezhañ ivez adaozañ skridoù ar re all, evel "Preparacionou d'ar maro" ("Scrifet a nevez" emezañ en e "Observacionou").
Azginivelezh oberenn Louis Tanguy a c'hellfe bezañ bet broudet dre guzh gant ur vaouez deuet eus ar bed-all, met er Wikipedia n'eus nemet kaoz war ar bed evel p'emañ ha betek-hen n'eus ket bet korriganez ebet oc'h ober war-dro ar brezhoneg. Setu perak e chom fantastik an hipotezenn ha ne c'hello ket bezañ degemeret gant an holl keit ma ne vo kavet al liamm treuzistorel.
Un hipotezenn hervez ar medisinerezh
[kemmañ ar vammenn]Hervez medisined 'zo ne vefe ar robinhoudeg nemet brezhoneg pe galleg levezonet evit un darn vat gant an dra-mañ: [6].
Evit gouzout pelloc'h
[kemmañ ar vammenn]- Marion, M. (1066) "A moderyne grammaire of the rabinhoudische tungue" (e saozneg)
- Tuck, F. (1421) "Le robinhoudais: une langue ancienne pour le XXème siècle" (e galleg)
- Brestizovres, Ken (2004) Hag e vije eur metabadum? Eun approch dibolitig war eun neo-brezoneg dihortoz
- von Wegen, O. (2004) "Idiolektale Verirrungen unter dem Einfluss halluzinogener Pilze, Bd. 1: Das Robinhoodische, ein Fallbeispiel aus der Bretagne" (en alamaneg)
- Hood, R. (2005) "Blamdabra o'r simp pa hèllër o'r difiçil: un introduqçïon primhaprim d'ar robiñhoudeq modern" (e brizhvrezhoneg)