Hachich

Eus Wikipedia
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

An hachich zo ar pezh a vez graet eus ar rousin kanab India. Dont a rafe ar ger-mañ eus eus an arabeg حشّاشين (haššāšīn), sañset, a oa anv ur sektenn vuzulman brudet evit en implijout. Heñvel eo ivez, dre zegouez, ouzh ar ger arabek حشيش "foenn" (حشيش مخدر e vez lâret hachich en arabeg).

Kalz lesanvioù en-deus en o zouez hâch, chichoñ, choñ, tarbouif, teuteu, teuch, chit, teuchi, bedo, spif, charras, butun drol, baz-butun, chokolad ha na pet ha pet all c'hoaz… .

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

plantennoù kanab

An hachich a vez graet gant ar c'hanab indian (Cannabis sativa indica). Adalek an henamzer e vez debret an hachich . En XIXvet kantved e krogas arzourien d'ober gantañ, med ar re-se a veveze an hachich mesk-ha-mesk gant absint ouzhpenn da se, pezh so dañjerusoc'h evit ar yec'hed, anat deoc'h.

Bremañ ne vez ket debret kalz hachich ken e-barzh broiou ar c'hornôg, ret eo goût ne oa ket kement-se a d-THC a-raok ha moaien a oa da zebriñ anezhañ hep mont da fall, da-lâret-eo zo bremañ dek gwech muioch a d-THC met n’eo ket aze emañ an dalc'h : N’emañ ket an aour g’an dilerien war ar raden (d’o soñj dreist-holl) ha gwell e vez gante lakaat mesk-ha-mesk traoù a-bep-seurt zo tout gant hachich, traoù louz lies gwech : hennezh, kaoc'h kañval, produ evit skaota listri, dour Javel, ha kokaïn ral a wech evit lakat an dud da brenañ digant ar memes diler en-dro. Toudt an traoù-mañ a lak anezhañ da vezañ skildrenk hag a daol blaz fall warnañ, dreist-holl evit an hachich a vez graet "tcherno" deus outañ (berradur eus tchernobil moarvat). An demz a zepant deus ar pezh a vez laket e-barzh hag ivez eus orin an hachich : spegus pe druz, solut pe sec'h. Hiziv an deiz e vez butunet kentoc'h evel ur sigaretenn (ur feilhenn pe ziv, pe muioc'h c'hoazh) pe gant ur c'horn-butun (dre zour ivez, pri poazh hemañ, houarn, koad…)

Penaos e vez fardet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo da fardañ an dramm-se. Dont a ra ar rousin kanab diouzh bleunioù ha delioù ar plantennoù barez. Daoust dezhe da gaout THC ar bodennoù mal ne doalont ket rousin.

Lakaet e vez ar bleuniou e glec'h e-barzh ur beñseliad aozadoù chimik ha naturel. Mesket ha tommaet e vez. A-ziwar ar meskad-se e krou un toaz rous-du (pe du evit an *hachich afghan). Dont a ra da vezañ solut a vuzul ma yena, sed pezh a zeu da vezañ an hachich.

Abalamour ma vez fardet ha mesket gant traoù lous e c'hell bezañ pistrius evit an dud. Evel zo bet lâret a-us e vez laket traoù a-bep-seurt e-barzh an hachich :

  • Koaraj, tammoù pneu, soavon, kaoutchouk, dour-ter, parafin, dour-Javel, henne, glaou koad, tammoù butun, kafe, kaoc'h kañval, gwad anevaled …

Penaos e vez aozet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

belkadigou hachich

Bremañ e vez aozet ha gwerzhet an hachich en doare plakennigoù, lavnennou pe belkadoù heñvel ouzh soavonetezoù. Paliset eo aes a-walc'h ar produ ha gant-se zo moaien d’an drafikerien koachañ kementadoù bras e-barzh kuzhiadelloù bihan-kenañ.

Ar plakennigoù a vez en-dro dezhe un tamm selofan serret kloz, kuit ne'z afe aer pe dour e-barzh. Laket e vez e-barzh pakadennoù all gant an drafikerien. Ijinet ez eus bet ur bern kuzhiadelloù. Bezañ zo bombezennoù evit dresañ ar pneuioù, dezhe ur sichenn lemm-laka, bokoù Koka-Kola faos a vez fardet ivez evit ober ar memestra ha kalz traoù all zo c'hoazh.

E-barzh broioù e lec'h a vez aotreet gant al lezenn evel an Izelvroioù e kaver stalioù arbennik a werzh hachich.

Lezennerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

O vezañ ma'eo aozet an hachich diwar ganab India emañ dindan ar memes lezennoù.

Seurtoù hachich[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renket e vez an hachich e-barzh tri rummad pennañ :

  • An hachich marokan : Produet eo e Maroko, e kornad-bro ar Rif, liv rous-du sklaer eo, paliset mat ha poultreg. Kreñv eo an hachich ha pik a teu er goûg gantañ. Is-variezonou a vez kavet diouzh ar « c'h-Katama », sec'h-kraz ha poultreg, betek an « Ia » (disklipet e vez « aïa »), druz ha gwak. Ar variezonou a vez graet "Ia" deus oute zo ar pezh a c'hellfe bezañ an hini gwellañ a vez gwerzhet (nebeutoc'h a draoù chimik zo e-barzh), ha kalz THC (30 – 40%).
  • An hachich afghan : Produet eo er Reter-Kreiz ba skoazennou an Himalaia, du e vez pe a liv gant ar regalis. Strobellus ha sïoul evit an empenn. Bezañ zo kalz seurtoù damheñvel, hachich an Nepal, pe hini ar Pakistan. Gwak-kenañ ez int holl ha ne vezont ket aozet e poultr med rollet e neudennoù moan. Lakaet e vez ar re-mañ hed-ha-hed kreiz ur sigaretenn.
  • Hachich al Liban : Produet eo er Reter-Nesañ, liv an traezh-ruz zo warnañ hag heñvel a-walc'h eo ouzh an "Ia" a-fed temz. Dibaot-kaer eo en Europa abalamour d’an trubuilloù zo er c'hornad-bro e lec'h ma vez produet. Pell e c'hortoz ar broduerien a-raok daspugn ar bleunioù zo krazet gant an heol. Dre-se e teu da al liv ruz dezhañ e-unan.

Abaoe un nebeud amzer ez eur staget da broduiñ hachich e Bro-Suis dindan guzh. Pourchaset e vefe war-dro 5% eus ar goulenn zo war an hachich er vro gant ar produerezh-se. Tri seurt zo a vez anvet hervez ar menez e lec'h ma tiwan an trevadoù, da lâret eo : ar Säntis, ar Pollux ha Palü.

An efedou[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En eneb-kàer emañ an hachich diouzh ar marijuana, n’eo ket naturel. Ha dram-a-ze teu a-zivar da ze a-bep-sort efejou ha diêzamañchou gwéch a ve. Barradoù kridiennoù ha poan benn pistigus hag a hell digouèo pa vé tranket pé butunet trow fall. Skuiz-divi e teu da vé an nén a-zivarnehoñ. A-damm-da-damm 'n-om gustum ar horf deuh an hachich, ha deus 12 gramm bep miz ’h a da veket 12 gramm bep sizhun. Bar vro vé gwèrzet sortou hachich louz ha pistrius evid an dud. N’eus ken méd an aïa hag an afghan hag a vefe « mad » méd maleüruzamant é réd dan nén mon'd ta beked ar Broiou-Izel evid taped krog barzh. Herver or studïadenn bét renet gant Le Nouvel Observateur zo 70% eus ar sortou hachich a zo bar vro hag a vefe n'enne or flakadig sustañsou pistrius evid an dud. Alies goude bé 'n om vaget gozig méd ga hachich hed pad michou zo heller kouèo en diwaskadenn, enkrez hag anken pa ne vez ket hachich ken en ti hag é réd ‘ta foeta bro evid prenë on tamm shit ha n’é ked tcherno anahoñ.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]