Republik ar Seizh-Enez
Neuz
Republik ar Seizh Enez a voe krouet er bloaz 1800 e 7 eus an Inizi Ionian, etre Bro-Hellaz hag Italia, a oa bet e dalc'h Republik Venezia, hag a oa bet kemeret gant ar C'hallaoued e 1797.
Met n'eo ket gant ar Republik c'hall e voe krouet Republik ar Seizh Enez.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Republik an Inizi Ionian a vez graet anezhi ivez, met ouzhpenn inizi ionian a oa e-barzh, pa oa ivez an inizi a oa e departamant gall ar Mer-Égée, er Mor Egea, pa oa stag an departamant ouzh Bro-C'hall.
- The Septinsular Republic a vez lavaret e saozneg; Επτάνησος Πολιτεία, e gresianeg; Repubblica Settinsulare en italianeg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1797, war-lerc'h feur-emglev Campo-Formio etre Bro-C'hall hag Aostria, e oa bet Bro-C'hall o lakaat he c'hrabanoù warne, hag e voe graet tri departamant anezho (gwelout: Listenn an departamantoù gall e Gres).
- D'an 2 a viz Ebrel 1800 e voe savet "Republik ar Seizh Enez", dindan evezh ha gwarez Rusia hag an Impalaeriezh otoman.
- D'an 20 a viz Gouhere 1807, e voe roet an inizi gant Rusia da Vro-C'hall, ha staget ouzh ar Provinces illyriennes, proviñsoù aloubet gant ar C'hallaoued en Iliria.
- E 1809 e voe kemeret an inizi gant ar Saozon. Gant feur-emglev Pariz, sinet d'an 20 a viz Du 1815, e voent fiziet enno en-ofisiel. Ganto e veze graet neuze gant ar gerioù United States of Ionia. Ur Vammlezenn a voe savet.
Sened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur Sened a voe eus 1799 da 1864. D'an 21 a viz Mae 1864 e voe echu gant ar Sened pa voe roet an inizi da roue Gres gant ar Saozon, ha staget e voent ouzh ar rouantelezh d'an 2 a viz Mezheven.
Seizh enezenn ar republik a oa anezho:
- Korfou, ha Kêr-Gorfou he c'hêr-benn.
- Paksos (pe Paxi pe Paxo)
- Lefkada (Leucade, pe Sainte-Maure e galleg), Amaksic'hi he c'hêr-benn.
- Kefalonia (Céphalonie e galleg), Argostoli he c'hêr-benn.
- Ithake (Ithaque, Theaki, Petite Céphalonie e galleg), Vathi he c'hêr-benn.
- Zakynthos (pe Zakynthos, Zante e galleg), Kêr Zakynthos pe Zante he c'hêr-benn.
- Kythera (pe Cerigo, pe Cythère e galleg), Capsali he c'hêr-benn. N'eo ket un enezenn ionian da-vat, p'emañ e Mor Egea.
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gallant, Thomas W., Experiencing dominion. Culture, identity, and power in the British Mediterranean, Notre Dame (Indiana) 2002.
- Gekas, Sakis, Business Culture and Entrepreneurship in the Ionian Islands under British Rule, 1815-1864. London 2005.
- Papadopoulos, Christos K., Die Ionischen Inseln von der Venezianerherrschaft bis zum Wiener Kongress. Eine völkerrechtliche Analyse unter dem Aspekt der Staatensukzession. (=Juristische Schriftenreihe. 209). Münster & London 2003. ISBN 3825865916
- Wrigley, W. David, The diplomatic significance of Ionian neutrality during the era of the Greek revolution, 1821-31. Diss. Oxford 1984.