Mer-Égée

Eus Wikipedia
Respublica Septinsularis in qua praefectura Mare Aegaeum inclusa est anno 1800
  • ██ Departamant Mer-Égée
  • Ar Mer-Egée a oa anv un departamant gall eus Gres da vare an Impalaeriezh c'hall kentañ.

    Krouet e oa bet an departamant d'ar 7 a viz Du 1797, pa voe staget an Inizi Ionian ouzh Bro-C'hall, gant inizi Zante, Kythera, Stophades ha Karaiskais pe Dragamesto.

    Kollet e voe pa zilestras ar Rused d'an 23 a viz Here 1798, met ne voe dilamet en-ofisiel nemet e 1802 pan eas an departamant, gant departamantoù gall all Gres d'ober Republik ar Seizh-Enez.

    D'an 20 a viz Gouhere 1807 e voe daskoret an Inizi Ionian d'an Impalaeriezh C'hall gant ar Rused, hag adsavet e voe an departamant d'an 13 a viz Gwengolo 1807.

    D'an 8 a viz Here 1809 e voe staget ouzh Proviñsoù Iliria.

    D'an 8 a viz Here 1809 end-eeun edo ar Saozon oc'h aloubiñ Zante hag inizi all an departamant.

    Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]