Republik Raorakia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Douaroù eskob Basel en XVIIIvet kantved a yelo d'ober tachenn Republik Raorakia a-raok na vo aloubet ha diskaret gant Bro-C'hall.

Republik Raorakia a oa ur republik savet war zouaroù eskob Basel da vare an Dispac'h Gall e 1792. Ne badas nemet un nebeud mizioù a-raok ma voe savet an departamant gall Mont-Terrible war ar memes tachenn-douar : krouet e voe d'ar 17 a viz Kerzu 1792 ha diskaret d'an 23 a viz Meurzh 1793.

Republik Raorakia, en enep diouzh ar republikoù c'hoar all, n'he doa banniel ebet. Ardamezioù he doa avat, e stumm ur feskad, damheñvel ouzh skoed ardamez ar Republik C'hall.