Republik Piemonte

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Republik Piemonte (République Piemontaise en galleg; Repubblica Piemontese en italianeg) a voe krouet e 1798, hag a badas betek 1799.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 28 a viz Ebrel 1796, pa voe sinet arsav-brezel Cherasco gant Vittorio Amedeo III a Savoia, en devoa laosket gant Bro-C'hall Nisa ha Savoia. D'an 10 a viz Gwengolo 1798 e voe savet Republik Piemonte a voe anavezet gant Napoleone Buonaparte. Tec'hel a reas ar roue da Sardinia, da g-Cagliari. Goude se e voe savet ar Repubblica Cisalpina, republik hag a voe enteuzet enni meur a republik all.

Berr e voe Republik Piemonte ha d'an 20 a viz Mezheven 1799 e voe adsavet ar rouantelezh gant ar roue Carlo Emanuele IV a Savoia gant skoazell arme an Aostrianed ha Rused a oa bet trec'h d'an arme c'hall.

Koulskoude, e miz Mezheven 1800, e tistroas Napoleone da Italia, ec'h adkemeras an douaroù italian kollet, ha d'an 20 a viz Mezheven e voe savet ar Repubblica Subalpina war ludu klouarik ar Repubblica Piemontese, Republik kozh Piemonte.