Arsav-brezel Cherasco
Neuz
Arsav-brezel Cherasco zo un arsav-brezel a voe sinet e Cherasco, e Piemonte, d'an 28 a viz Ebrel 1796 gant Vittorio Amedeo III, roue Sardigna ha Napoleone Buonaparte.
En em dennañ a reas ar roue eus ar C'hentañ kenunaniezh, ma chome c'hoazh Bro-Saoz hag Aostria. Leuskel a reas kreñvlec'hioù Alessandria, Coni ha Tortone, gant Bro-C'hall, en amzer Republik Kentañ Bro-C'hall.
Div sizhun goude e voe Feur-emglev Pariz (1796), ma rankas Sardigna reiñ Kontelezh Nisa, dugelezh Savoia, Tenda ha Buèlh gant Bro-C'hall, ouzhpenn leuskel an armeoù gall da dremen evel a garent.