Feur-emglev Pariz (1796)

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Disambiguation.svg Ur pennad Feur-emglev Pariz zo ivez.
Gant Feur-emglev Pariz e 1796 e voe kaset harzoù Bro-C'hall pelloc'h er gevred.

Feur-emglev Pariz a voe sinet e miz Mae 1796 etre Napoleone Buonaparte, en anv Republik Kentañ Bro-C'hall, ha Vittorio Amedeo III, roue Sardigna ha Napoleone Buonaparte.

C'hoarvezout a reas goude Arsav-brezel Cherasco a oa bet sinet div sizhun a-raok, e Cherasco, e Piemonte, d'an 28 a viz Ebrel. Neuze en devoa laosket gant ar C'hallaoued kreñvlec'hioù Alessandria, Cuneo ha Tortone gant Bro-C'hall.

En em dennañ a reas ar roue eus ar C'hentañ kenunaniezh a-enep Bro-C'hall, ma ne chome ken nemet Bro-Saoz hag Aostria.

Heuliadoù ar feur-emglev[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Feur-emglev Pariz avat e rankas roue Sardigna

  • anavezout ar republik c'hall,
  • dizarmañ hec'h arme ha mirout 10 000 soudard hepken
  • diskar kreñvlec'hioù Exilles, Brunetta e Susa;

reiñ Kontelezh Nisa, dugelezh Savoia, kontelezh Tenda ha Buèlh da Vro-C'hall,

  • leuskel an arme c'hall da zerc'hel Casteldelfino, Alessandria, Valenza e dell'Assietta, a vije daskoret dezhi goude ar brezel,
  • leuskel an armeoù gall da dremen evel a garent, serriñ ar vro ouzh an armeoù all.
  • kregiñ e listri ar Genunaniezh

Mervel a reas ar roue un toullad mizioù goude.

Mennet e oa ar C'hallaoued da vezañ mistri war Savoia abaoe 1792 pa o devoa staget an douaroù-se ha savet eno o 84vet departamant gall , anvet Mont-Blanc. Diwar-se e oa deuet brezel gant rouantelezh Sardigna.

Piemonte-Sardigna avat a c'houlennas an douaroù kollet-se en-dro pa voe diskaret Napoleon e 1814, hag un darn eus Savoia a voe rentet dezhi gant Feur-emglev Pariz e 1814 , hag ar peurrest e 1815, gant ur feur-emglev all sinet e Pariz ivez.

Adkemeret e vint diwezhatoc'h gant Bro-C'hall dindan Napoleon III.