Rasmus Rask
Rasmus Christian Nielsen Rasch, anavezetoc'h evel Rasmus Christian Rask pe Rasmus Rask, (22 a viz Du 1787 e Brændekilde (enez Fyn) - 14 a viz Du 1832 e Kopenhagen) a oa ur yezhour danat, arbennigour war ar yezhoù indezeuropek ha liesyezher. Gouest e oa da gomz 25 a yezhoù hag a rannyezhoù hag ouzhpenn 50 en doa studiet.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Rasmus Rask e kêriadenn Brændekilde e-kichen Odense, en enez Fyn. Da drizek vloaz, e 1801, e voe kaset da skol latin Odense. Ouzhpenn daneg ha latin, e studias er skol-se gresianeg, hebraeg, galleg hag alamaneg. Enni e krogas da studiañ an norseg kozh, an islandeg hag ar yezhoù skandinavek all. E 1808 ez eas da skol-veur Kopenhagen da genderc'hel e studioù, studioù doueoniezh ha yezhoniezh. A-benn 1812 en doa desket samieg, svedeg, faeroeg, saozneg, nederlandeg, goteg, hensaozneg ha portugaleg, ha kendalc'het da studiañ ivez an alamaneg, ar galleg, ar spagnoleg, an italianeg, ar gresianeg, al latin, ar rusianeg, ar poloneg, an tchekeg, daoust ma oa gant an islandeg e oa troet dreist-holl.
E 1811 e embannas ul levr yezhadur, Vejledning til det Islandske eller gamle Nordiske Sprog, savet diwar e studi eus ar skridoù islandek e Danmark. Goude ur veaj da Island e embannas e 1818 ur studiadenn anvet Undersøgelse om det gamle Nordiske eller Islandske Sprogs Oprindelse (da lavaret eo "Enklask diwar-benn orin an norseg pe an islandeg kozh"). Diwar neuze e wele e oa un tamm kerentiezh etre ar germaneg, al latin, ar slaveg hag ar gresianeg. En enep, emezañ, ne oa ket kar ar yezhoù germanek d'an euskareg, d'ar finneg, na d'ar yezhoù keltike (war ar poent-se e anzavas diwezhatoc'h e oa faziet).
Gant skoazell arc'hant ar roue e reas ur veaj da India, adalek 1816. Tremen a reas dre Stockholm, Sant-Petersbourg, Moskov, Tbilisi ha Persia a-raok erruout e Bombay e 1820 hag e Selan. Du-hont e c'hallas studiañ dornskridoù Pahlavi ha Pali, henyezhoù Persia hag India. Goude e zistro da skol-veur Kopenhagen, e 1823, e voe anvet da gelenner war "istor al lennegezh", evel ma veze lavaret. E 1831, bloaz a-raok e varv, e voe anvet da gelenner war yezhoù ar reter.
An hini kentañ e voe Rask o tiskouez e oa kar ar yezhoù germanek kenetrezo, hag e oant kar ivez d'al lituaneg, d'ar slaveg, d'ar gresianeg ha d'al latin. Gantañ e voe displeget evit ar wech kentañ ar pezh a voe anvet diwezhatoc'h "Lezenn Grimm" hag a zispleg penaos eo emdroet ar c'hensonennoù eus ar yezh indezeuropek kozh betek ar yezhoù germanek. Levezon o doe e studiadennoù war yezhoniourien all, evel Karl Verner hag a gasas e labour pelloc'h war-raok.
Oberennoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Undersøgelse om det gamle Nordiske eller Islandske Sprogs Oprindelse, Kopenhagen 1818
- Spansk Sproglære, 1824
- Frisisk Sproglære, Kopenhagen 1825
- Dansk Retskrivingslære, Kopenhagen 1826
- Italiænsk Formlære, 1827
- Den gamle Ægyptiske Tidsregning, Kopenhagen 1827
- Vejledning til Akra-Sproget på Kysten Ginea, 1828
- Den ældste hebraiske Tidsregning indtil Moses, efter Kilderne på ny bearbejdet og forsynet med et Kårt over Paradis, Kopenhagen 1828
- A Grammar of the Danish language for the use of Englishmen, 1830
- Ræsonneret lappisk Sproglære, 1832
- Engelsk formlære, 1832
Ha traoù all c'hoazh, evel un embannadur eus Edda e gwerzennoù hag an Edda e komz-plaen (1818-1819) ;