Hermann-Bernhard Ramcke
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Alamagn |
| Lealded | Trede Reich |
| Anv e yezh-vamm an den | Hermann-Bernhard Ramcke |
| Anv-bihan | Hermann, Bernhard |
| Anv-familh | Ramcke |
| Moranv | Gerhard |
| Deiziad ganedigezh | 24 Gen 1889 |
| Lec'h ganedigezh | Schleswig |
| Deiziad ar marv | 4 Gou 1968 |
| Lec'h ar marv | Kappeln |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev |
| Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
| Micher | ofiser |
| Deroù ar prantad labour | 1905 |
| Dibenn ar prantad labour | 1945 |
| Grad milourel | jeneral |
| Commander of (DEPRECATED) | 2nd Parachute Division |
| Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed, Brezel diabarzh Rusia |
| Skour lu | Luftwaffe, Morlu Impalaeriezh Alamagn, Reichswehr, Heer (Wehrmacht) |

Hermann-Bernhard « Gerhard » Ramcke, bet ganet d'ar 24 a viz Genver 1889 hag aet da anaon d'ar 4 a viz Gouere 1968, a oa ur jeneral alaman. Bet en deus ar Groaz marc'heg eus eus ar groaz houarn gant delioù derv, kleze ha diamantoù, ar vedalenn uhelañ e Bro-Alamagn e-doug an Eil Brezel-bed.
Brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1944 e oa e penn difenn Brest hag ur wezh dieubet ar gêr gant ar Gevredidi e repuas e Ledenez Kraozon ma kendalc'has d'en em gannañ, oc'h harpañ e soudarded war ar Menez C'homm, ha goude e ledenez Roskañvel.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ramcke a oa kaset d'ar Stadoù-Unanet evel prizoner brezel ha goude da Vro-Saoz ha da Vro-C'hall. E 1951 eoa tamallet torfedoù brezel ouzh Ramcke e Bro-C'hall, met dont a reas a-benn da chom hep bezañ prizoniet en Alamagn. µDistreiñ a reas eno drezañ e-unan ha kondaonet e oa e miz Meurzh 1951 gant ul lez-varn gall. Dieubet e oa d'ar 24 a viz Even 1951. Goude bezañ dieubet eo distroet Ramcke da Vro-Alamagn hag en deus labouret en industriezh ar betoñs. Hermann-Bernhard Ramcke zo aet da anaon e Kappeln e 1968.
