Mont d’an endalc’had

Rachel Carson

Eus Wikipedia
Rachel Carson
Poltredet e 1944
AnvRachel Louise Carson
Ganedigezh27 Mae 1907
Springdale
Pennsylvania Pennsylvania
Marv14 Ebrel 1964
Silver Spring
Maryland
Broadelezh Stadunanat

StummadurChatham University (BA)
Johns Hopkins University (MS)
MicherBevoniourez-vor
Skrivagnerez
TachennEkologiezh
Maread1937-1964

Rachel Louise Carson (Springdale, Pennsylvania, 27 a viz Mae 1907 – Silver Spring, Maryland, 14 a viz Ebrel 1964) a oa ur vevoniourez-vor, ur skrivagnerez stadunanat hag ur stourmerez evit gwareziñ an natur.

En U. S. Bureau of Fisheries ("Ofis Stadunanat ar Peskerezh")[1] e voulc'has he respet evel bevoniourez-vor kent mont da skrivagnerez leun-amzer er bloavezhioù 1950. E 1951 e c'hounezas an National Book Award ("Priz Broadel al Levrioù") a-drugarez d'he levr The Sea Around Us ("Ar mor tro-dro dimp")[2]. Dre se e c'hallas lakaat adembann he levr kentañ, Under The Sea Wind ("Edan avel ar mor", 1941) e 1952, hag e 1955 e teuas The Edge of the Sea ("Ribl ar mor") a-zindan ar wask, ar pezh a savas un drilogiezh a ziskulie buhez ar morioù eus o strad d'o gorre hag a reas berzh bras.

E dibenn an dekvloaziad e troas R. Carson war-du gwareziñ an natur, dreist-holl a-fet kudennoù e soñje dezhi a c'hoarveze an abeg d'an diastuzerioù. Diwar he arselladennoù e skrivas he levr Silent Spring ("Nevezamzer didrouz", 1962) hag a zigoras daoulagad kalz tud en SUA war kudennoù an endro. Sevel kreñv enep al levr a eure kompagnunezhioù ar gimiezh, hogen kemmet e voe politikerezh SUA betek berzañ an DDT (DigloroDifenylTrikloroetan, C14H9Cl15) ha diastuzerioù all en holl Stadoù e dibenn ar bloavezhioù 1960. Berzet e voe ivez er braz eus Stadoù ar bed e-kerzh ar bloavezhioù 1970 ha 1980 (Norvegia ha Sveden e 1970, ar Rouantelezh-Unanet e 1984). Ouzhpenn d'ar fiñvadenn bolitikel-se, Silent Spring a vroudas luskadoù poblek a-du gant gwarez an endro, betek ma vefe diazezet an U. S. Environmental Agency ("Amsez Stadunanat an Endro") e 1970[3].

E Springdale, Pennsylvania, e voe ganet Rachel Louise Carson d'ar 27 a viz Mae 1907, merc'h da Robert Warden Carson, ur gwerzher kretadurezh, ha Maria Frazier McLean, a vroudas he merc'h da garout an natur dre ergerzhout tachenn vras (26 hektar) an atant ma vevent.

Goude en devout desket lenn e lonkas Rachel kalz levrioù kent kregiñ da skrivañ he-unan adalek he 8 vloaz. E 1918, d'an oad a 11 vloaz, e skrivas un istor anvet A Battle in the Clouds ("Un emgann er c'hoabr") a voe embannet e St. Nicholas, ur gelaouenn evit ar skrivagnerien ha skrivagnerezed yaouank. Meur a istor all ganti a voe embannet, peadra d'he bountañ muioc'h c'hoazh war-du ar skrivañ. Kenderc'hel da lenn a eure evelato, istorioù hag a denn d'an natur peurliesañ, ha d'ar mor pergen (Joseph Conrad, Herman Melville, Robert Louis Stevenson a-douez skrivagnerien all).

Goude echuet e studi en eil derez e 1925 e penn he c'hlasad a 44 skoliadez[4] he devoe ur yalc'had evit mont da Skol-veur Pennsylvania evit ar Maouezed (Pennsylvania College for Women, PCFW) e Pittsburgh, ma voe deroet dezhi he aotreegezh magna cum laude ("gant meuleudi vras") war ar vevoniezh hag ar saozneg e 1929. En hañv ar bloaz-se e voe degemeret er Woods Hole Marine Biological Laboratory (MBL) e Skol-veur Chicago[5], ha gant harp he c'helennerez war ar vevoniezh er PCFW e voe degemeret ivez er Skol-veur Johns Hopkins evit studiañ al loenoniezh[6].

Ti Rachel Carson e Silver Spring

E 1930 e c'hallas Rachel L. Carson bezañ skoazellerez e labourva genetik an doktor bevoniour Raymond Pearl (1879-1940), unan eus diazezerien ar vevc'herontologiezh (studi ar c'hoshaat), evit paeañ he mizoù-studi. Ur master e loenoniezh a dapas e 1932. Kenderc'hel a reas da labourat e Skol-veur Johns Hopkins davit un doktorelezh betek 1934, ar bloaz ma voe ret dezhi kuitaat ar skol-veur ha mont da gelennerez evit skorañ he familh e-pad an Enkadenn Veur ; gwashaet e voe he stad pa varvas he zad e 1935 hag he c'hoar e e 1937 : hi hag he mamm a rankas ober war-dro bugale ar c'hoar, ha dilojañ da Silver Spring, Maryland, a rejont.

Adalek 1936 betek 1939 e labouras evel skridaozerez evit chadenn skingomz an U. S. Bureau of Fisheries — ar vaouez kentañ e voe o vezañ degemeret goude arnodennoù ar Civil Service[7] — hag evel deskardez bevoniourez-vor. E-keit-se e skrive pennadoù evit ar gazetenn Baltimore Sunday Sun a-zivout dodennoù a denn da labour Ofis ar Peskerezh ; he fennad Undersea ("Danvor") bet embannet gant ar gelaouenn Atlantic Monthly e 1937 a vroudas Simon and Schuster, un ti-embann e New York, da embann he levr Under the Sea-Wind: A Naturalist’s Picture of the Ocean e 1941.

Er bloaz 1946 e voe Rachel Carson ur vevoniourez-vor a vicher, hag e penn rann an embannadurioù en Ofis ar Peskerezh[8]. Ur skourr da wareziñ an natur e Maine a stalias, hag anvet e voe da renerez The National Audubon Society — ur gevredigezh da wareziñ an evned — e Washington, D.C.[6]. Goude embannadur e eil levr (The Sea Around Us, 1951) e c'hallas lakaat sevel ti e Southport Island, Maine. He zrede levr (The Edge of the Sea, 1955) zo ur sturlevr evit anavout al loened-mor a vev el lennoù mare-mor, er geunioù sall hag en dourioù-mor bas.

Pa savas kudennoù en he familh e paouezas Rachel Carson da skrivañ betek 1962, ar bloaz ma voe embannet Silent Spring, he oberenn hollbouezus evit gwarez an natur. Meur a briz a voe deroet dezhi goude al levr-se e 1963.

D'ar 14 a viz Ebrel 1964 e varvas ar skrivagnerez nebeut amzer a-raok he 57vet bloaz diwar un taol-kalon hag ur c'hankr e Silver Spring, Maryland. Devet e voe he c'horf, hag an hanter eus he ludu a voe lakaet e bez he mamm e Rockville, Maryland, an hanter all o vezañ bet stlabezet war an aod e-kichen he zi e Southport Island, Maine[7].

Rachel L. Carson a legadas he dornskridoù hag he dielloù da Skol-veur Yale e New Haven, Connecticut[9].

Monumant da R. L. Carson e Wood Hole, Massachusetts
Rachel Carson Bridge e Pittsburgh
  • 1962 : The Schweitzer Medal evit he degasadennoù er gwareziñ loened diouzh diastuzerioù dañjerus evel an DDT[10].
  • 1963 : The Audubon Medal[11]Cullum Geographical Medal[12].
Dalif
  • 1966 : staliadur ar Rachel Carson National Wildlife Refuge er Stad Maine[13]
  • 1973 : degemeret e voe e National Women's Hall of Fame ("Panteon Broadel ar Maouezed")[14].
  • 1975 : da lec'hienn istorel (National Register of Historic Place) e voe lakaet ti Rachel Carson e Silver Spring[15].
  • 1980 : d'an 9 a viz Mezheven e voe deroet dezhi gant Jimmy Carter ar Presidential Medal of Freedom ("Medalenn Brezidantel ar Frankiz"), an uhelañ enor en SUA evit un den nann-soudard[16].
  • 1981 : un timbr 17¢ a voe embannet d'an 28 a viz Mae er stirad Great Americans series[17].
  • 1991 : krouidigezh ar Rachel Carzon Prisen ("Priz Rachel Carson") e Stavanger, Norvegia, a vez deroet bep eil bloaz d'ur vaouez he deus graet ul labour dibar evit en endro koulz e Norvegia hag e lec'h all er bed[18].
  • 1998 : un timbr gant Palau[19].
  • 2000 : un timbr gant Inizi Marshall hag unan all gant Zambia[19].
  • 2009 : diazezadur ar Rachel Carson Center for Environment and Society (RCC) e München, Alamagn[20].
  • 2012 : badeziant al lestr-enklask R/V Rachel Carson perc'hennet gant ar Monterey Bay Aquarium Research Institute (MBARI)[21].
  • 2016 : eizhvet rann Skol-veur Kalifornia e Santa Cruz a voe adanvet Rachel Carson College[22].
  • Meur a skol hag a dakad naturel gwarezet zo bet anvet goude Rachel Carson.
(fr) Sous le vent de la mer. Marseille : Éditions Wildproject, 2024 (ISBN 978-2-38114-077-3)
(fr) La Mer autour de nous. Marseille : Éditions Wildproject, 2023 (ISBN 978-2-38114-060-5)
  • 1955 : The Edge of the Sea. Boston : Houghton Mifflin Harcourt ; Boston : Mariner Books, 1998 (ISBN 978-0-395-92496-9)
  • 1962 : Silent Spring. Boston : Houghton Mifflin Harcourt ; Boston : Mariner Books, 2002 (ISBN 978-0-618-24906-0)[23]
(fr) Printemps silencieux. Marseille : Éditions Wildproject, 2022 (ISBN 978-2-38114-041-4)
Dalif
  • 1965 : The Sense of Wonder (luc'hskeudennoù gant Nick Kelsh). New York : HarperCollins, 1998 (ISBN 978-0-06-757520-8)
  • 1995 : Always, Rachel: The Letters of Rachel Carson and Dorothy Freeman 1952–1964 An Intimate Portrait of a Remarkable Friendship. Boston : Beacon Press (ISBN 978-0-8070-7010-9)
  • 1999 : Lost Woods: The Discovered Writing of Rachel Carson. Boston : Beacon Press (ISBN 978-0-8070-8547-9)
  • 2006 : Bedrock: Writers on the Wonders of Geology. San Antonio, Texas : Trinity University (ISBN 978-1-59534-022-1)

Unstudiennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eizh unstudienn gant Rachel L. Carson zo bet embannet gant U. S. Fish & Wildlife Publications.

  • 1943 : Food From the Sea: Fish and Shellfish of New England[24]Food From Home Waters: Fishes of the Middle West[25]
  • 1944 : Fish and Shellfish of the South Atlantic and Gulf Coasts[26]
  • 1945 : Fish and Shellfish of the Middle Atlantic Coast[27]
  • 1947 : Chincoteague: A National Wildlife Refuge[28]Mattamuskeet: A National Wildlife Refuge[29]Parker River: A National Wildlife Refuge[30]
  • 1950 : Bear River: A National Wildlife Refuge (a-gevret gant Vanez T. Wilson)[31]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. U.S. Fish & Wildlife Service hiziv.
  2. (en) National Book Award. Kavet : 05 Gen 25.
  3. Paull 2013, p. 2.
  4. Lear 1998, pp. 7-24.
  5. (en) Rachel Carson at the MBL @ MBL. Kavet : 05 Gen 25.
  6. 1 2 University of New England
  7. 1 2 (en) Rachel Louise Carson @ Find a Grave. Kavet : 05 Gen 25.
  8. (en) Rachel Carson @ U.S. Fish & Wildlife Service. Kavet : 05 Gen 25.
  9. (en) Rachel Carson papers @ Archives at Yale. Kavet : 05 Gen 25.
  10. (en) Rachel Carson @ Animal Welfare Institute. Kavet : 05 Gen 25.
  11. (en) Rachel Carson @ The National Audubon Society. Kavet : 04 Gen 25.
  12. (en) Cullum Geographical Medal @ American Geographical Society. Kavet : 04 Gen 25.
  13. (en) Rachel Carson National Wildlife Refuge @ U.S. Fish & Wildlife Service. Kavet : 04 Gen 25.
  14. (en) Rachel Carson @ National Women's Hall of Fame. Kavet : 05 Gen 25.
  15. (en) Maryland NHL Carson, Rachel, House @ National Archives Catalog. Kavet : 05 Gen 25.
  16. (en) Presidential Medal of Freedom Remarks at the Presentation Ceremony @ The American Presidency Project. Kavet : 05 Gen 25.
  17. (en) 17c Rachel Carson single @ Smithsonian National Postal Museum. Kavet : 05 Gen 25.
  18. (en) The Rachel Carson Prize. Kavet : 05 Gen 25.
  19. 1 2 (en) Rachel Carson Postage Stamps and First Day Covers @ Planet Patriot. Kavet : 05 Gen 25.
  20. (en) RCC @ Ludwig-Maximilians-Universität München. Kavet : 05 Gen 25.
  21. (en) R/V Rachel Carson @ MBARI. Kavet : 05 Gen 25.
  22. (en) College Eight becomes Rachel Carson College @ UC Santa Cruz. Kavet : 05 Gen 25.
  23. A-raok al levr e voe mebannet Silent Spring dre deir rann er gelaouenn The New Yorker : 06, 23 ha 30/06/1962.
  24. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  25. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  26. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  27. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  28. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  29. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  30. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.
  31. En-linenn. Kavet : 05 Gen 25.