Poltred ur vaouez yaouank (Botticelli)
Poltred ur vaouez yaouank pe Il Ritratto di giovane donna, zo un eoullivadur war goad diwar zorn Sandro Botticelli, graet e 1475 , ha war ziskouez er Galleria Palatina e kêr Firenze.
Piv eo ar vaouez?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En XIXvet kantved e veze lavaret Simonetta eus an daolenn dre ma kreded e oa poltred Simonetta Vespucci, an itron karet gant Giuliano de' Medici ha marvet yaouankik en ur Firenze a lavare e oa anezhi uhelskouer ar gened. E gwirionez ne denn ket dezhi pa seller pizh ouzh an oberennoù ma vefe poltredet Simonetta, evel Ganedigezh Gwener, gant Botticelli, pe er poltred anezhi graet gant al livour Piero di Cosimo.
Arzvarnourien a soñj e c'hallfe bout poltred Clarice Orsini, pried Lorenzo il Magnifico, pe hini Fioretta Gorini, serc'h da Giuliano de' Medici, pe Alfonsina Orsini (1472-1520), pe Lucrezia Tornabuoni (1425-1482).
N'eus ket emglev avat diwar-benn ar bloavezh zoken, a vefe etre 1475 ha 1490. Peurliesañ e veneger ar bloaz 1485 pe war-dro.