Petit Soldat (Maupassant)
Petit Soldat (Soudard bihan ) zo un danevell c'hallek gant ar skrivagner gall Guy de Maupassant, en 1885, embannet en dastumad Monsieur Parent.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Petit Soldat a oa bet embannet e Le Figaro an 13 a viz Ebrel 1885. Goude-se e voe adembannet en dastumad Monsieur Parent, ha lakaet da seitekvet ha diwezhañ danevell.
An danevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bep Sul, daou soudard, Jean Kerderen ha Luc Le Ganidec, genidik a Vreizh, a guita o c'hazarn e Pariz da vont da bourmen etrezek kêriadenn Bezons.
Maupassant ha Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meneget eo anvioù kêr Gwened hag ar Morbihan, Mor Bihan Gwened. Krouet en deus an oberour ivez anvioù brezhonek, pe liv ar brezhoneg warne : anvioù an daou soudard, hag anvioù-lec'hioù , Kermarivan, Plounivon, Locneuven.
Div gontadenn all eus an dastumad a c'hoarvez e Breizh: À Vendre, ha Le Baptême.
Embannadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le Figaro, 1885
- Monsieur Parent, dastumad embannet en 1885 gant Paul Ollendorff.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]