Paskal Tabuteau
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-familh | Tabuteau |
Deiziad ganedigezh | 1962 |
Lec'h ganedigezh | Montmorillon |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | skrivagner, troer, Iliad's translator |
Prizioù resevet | Priz Imram |
Paskal Tabuteau, pe Pascal Tabuteau er marilhoù-poblañs, ganet e 1962 e Montmorillon (Poatev), a voe skrivagner brezhonek, kelenner hag enseller eo evit ar brezhoneg evit Su Penn-ar-Bed hag ar Mor-Bihan. Bet eo bet is-ofiser en Aerlu gall. Savet en deus meur a destenn vrezhonek ha sinañ a ra anezho gant Paskal Tabuteau.
Buhez
Aet eo da is-ofiser e-barzh aerlu Bro-C'hall e 1981 goude bout bet o labourat tammoùigoù evel addreser kirri-tan. Entanet gant ar brezhoneg en doe anavezet pa voe oc'h ober e remzad milourel e tremenas e vakansoù e Breizh. Kroget en deus da zeskiñ brezhoneg e 1983 gant an hentenn Assimil ha gant stajoù Skol an Emsav. Tapet en deus un Deug, un aotreegezh hag ur vestroniezh brezhoneg e 1995 e Skol-veur Roazhon 2. Kapesianet eo bet e 1999 e brezhoneg hag e saozneg goude bout bet o labourat e Gwiana c'hall (Amerika ar Su). Adalek 2000 eo bet o kelenn en ur skol divyezhek e Ploue, Lannarstêr, Henbont, Pleuwigner ha Plunered.
Den kar-e-vro, graet en deus e seizh gwellañ e korn-bro Ploue evit delc'hen ar brezhoneg en e blomm e-mesk ar re yaouank.
Goude bezañ bet eilrener skolaj e Metz e voe anvet da enseller evit ar brezhoneg da geñver ar Mor-Bihan ha Su Penn ar Bed.
Ur skrivagner brezhonek fonnus eo ha savet en deus meur a skrid, studiadennoù skiantel ha troidigezhioù diwar al latin hag an henc'hresianeg en o zouez.
Embannadennoù
- Pennadoù
Skrivet en deus barzhonegoù, danevelloù, studiadennoù ha pennadoù kazetennerezh e-barzh Al Liamm, Brud Nevez, Klask, Bremañ.
- Unskridoù
- Lae Izold, Embannadurioù Al Liamm, 2012, 145 p. 3700 gwerzenn. (ISBN 9782736800895). Priz Imram 2014
- Perlez va daeloù : dastumad barzhonegoù, Aber, 2018, 105 p. (ISBN 9782916845449)
- Troidigezhioù
- Homeros, An Ilias, troet diwar an henc'hresianeg, Embannadurioù Al Liamm, 2016, 53 p. (ISBN 9782736801144)
- Beaj Sant Brendan, troet diwar Patrom:LatNavigatio sancti Brendani Abbatis, Brest, Emgleo Breiz, 2005, 87 p. (ISBN 2911210506)
Diembann
- La Chanson d'Aiquin e brezhoneg enklotennet