Parkadoù Sivi Da Viken
Neuz
Parkadoù Sivi Da Viken zo un dastumad kanaouennoù saoznek ha spagnolek troet e brezhoneg gant Mark Kerrain hag embannet gant Sav-Heol e 2016.
Dont a ra anv al levrig eus hini ar ganaouenn saoznek Strawberry Fields Forever (The Beatles, miz C'hwevrer 1967).
War skeudenn ar golo e weler ur sivienn, anezhi un darnig eus Liorzh ar plijadurezhioù, oberenn veur an Izelvroad Hieronymus Bosch e 1503. War gein al levr e weler tud eus Plougastell o sivia.
Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Parkadoù Sivi Da Viken, diwar Strawberry Fields Forever,
- Jambalaya, diwar ganaouenn Hank Williams,
- Skañv va yalc'h ha toull va faner, diwar My Bucket's Got a Hole in It gant Hank Williams,
- Cucaracha Breizh, diwar La cucaracha,
- En deiz ma teuio al lestr en-dro, diwar When the Ship Comes In gant Bob Dylan,
- 'Benn arc'hoazh, diwar Cups (When I'm Gone),
- O ! Mari na ouel ken !, diwar Mary Don't You Weep,
- Glav war ar vro, diwar Who'll Stop the Rain,
- Piv e vo? diwar ar mambo ¿Quién será?,
- Piv oar? Piv oar? Piv oar?, diwar Quizás, quizás, quizás,
- Ostiz, diwar No Milk Today,
- Pelec'h mañ bremañ bleunioù Mae?,
- Soudarded ar geunioù, diwar Die Moorsoldaten,
- Ken e vi gwelet, diwar We'll Meet Again,
- Lar din ha dont a ri en-dro, diwar ur ganaouenn gant ar ganerez c'hall Barbara (kanerez).
- O na boemusat nozvezh !, diwar Georges Bizet,
- Son ar vorganezig, diwar Ciranda da Bailarina gant Chico Buarque.
-Kanaouennoù bugale :
- Ma mammig kozh(-me) n'eo ket yaouank, diwar La mia nonna è vecchierella, brudetoc'h evel Bella ciao.
- Paotrig bihan, diwar Old Toy Trains, gant Roger Miller,
- Glav a ra, diwar ar rimadell italianek Piove, piove,
- Bingo,
- Un den o falc'hat,
- En e di e oa ur c'harv, diwar Im den Wald,
- Setu penaos e vroustan ma dent.