Quizás, quizás, quizás
Titl | Quizás, quizás, quizás |
---|---|
Seurt oberenn | kanaouenn |
Tachenn | sonerezh poblek |
Dezerc’her | Il Divo, Bobby Capó, Bing Crosby, Doris Day, Nat King Cole |
Yezh an oberenn pe an anv | spagnoleg |
Deiziad embann | 1947 |
Sonaozer | Osvaldo Farrés |
Testenn gant | Osvaldo Farrés |
Produer | talvoud ebet |
Quizás, quizás, quizás (Marteze, marteze, marteze) zo ur ganaouenn spagnolek savet gant ar soner kuban Osvaldo Farrés[1] e 1947.
Kanerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanet eo bet gant Nat King Cole, Doris Day, Los Panchos, Trini López, Bobby Capo, Omara Portuondo, Sonora Matancera, Xavier Cugat, Celia Cruz, Ibrahim Ferrer, Pérez Prado, Gloria Lasso, Dario Moreno, Julio Iglesias, Arielle Dombasle, Irakere, Roberto Alagna, Guy Marchand ha Florent Pagny[2], Andrea Bocelli, Jennifer Lopez, Halie Loren.
- Anvet Quizá, quizá, quizá ha sonet eo bet gant Eliades Ochoa ha Manu Dibongo[3] er bladenn CubAfrica e 1998.
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Troet eo bet e saozneg gant Joe Davis (hag anvet Perhaps, Perhaps, Perhaps) ha kanet gant e-leizh a dud. Brudet eo bet gant Nat King Cole (1958) ha Doris Day (1964). Kanet eo bet ivez gant ar strollad-sonerien Cake (1998), hag Halie Loren.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kanet eo bet e galleg (Qui sait, qui sait, qui sait an titl) gant Luis Mariano hag Henri Salvador, les Sœurs Étienne.
- Doareoù arabek zo ivez.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare brezhonek zo ivez, embannet el levr Parkadoù Sivi Da Viken (Sav-Heol, 2016).
Er filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Klevet e vez ar ganaouenn spagnolek e meur a film.
- Er film In the Mood for Love graet er bloaz 2000 gant Wong Kar-wai , kanet gant Nat King Cole.
- Er film La Mala Educación, gant Pedro Almodóvar.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Quizás, quizás, quizás - Ar ganaouenn e spagnoleg, an droidigezh anezhi e saozneg, hag ar ganaouenn e saozneg.
- [2] Kanet gant Bobby Capo
- [3] Kanet gant Celia Cruz.
- [4] Kanet gant Andrea Bocelli ha Jennifer Lopez
-kanet e saozneg
- [5] Kanet gant Doris Day
- [6] Kanet gant Halie Loren