Kaozeal:Parkadoù Sivi Da Viken

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

En doare embannet e 2016 e lenner Piv oar? Piv oar? Piv oar? ha n'eo ket Perak, perak, perak...--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mae 2017 da 10:55 (UTC)[respont]

Fazi eta. A c'hall reizhañ neb a gar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 Mae 2017 da 11:58 (UTC)[respont]
Un dra bennak zo a-dreuz, ha n'eo ket el levr emañ : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Parkadoù_Sivi_Da_Viken&diff=next&oldid=1752642 Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 14:44 (UTC)[respont]
O ! MARI NA OUEL KEN ! er bajenn 17 ha "7. O Mari na ouel ken" er bajenn 51, sellet gant daoulagad ar gasoni hag ar feiz fall, evel-just...--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2017 da 14:56 (UTC)[respont]

Meur a dra ken gwazh all a gavi marteze c'hoazh ... dit da welout ha talvout a ra ar boan dit o menegiñ.
Er wikipedia ne skriver ket an titloù gant lizherennoù bras, goude ma vefent skrivet war golo al levrioù : evel-se zoken e wikiquote : https://br.wikiquote.org/wiki/Sonioù_Breizh_Izel (gant lizherennoù bras war golo al levr koulskoude). Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 15:02 (UTC)[respont]

KAMPION OLIMPEK AR FEIZ FALL !--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2017 da 15:10 (UTC)[respont]

Evel-just n'eo ket ur gunujenn :sur on e vi gouest da zisplegañ ar perag hag ar penaoz. Abalamour d'ar bajenn 17 pe d'ar bajenn 51? Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 15:23 (UTC)[respont]
Gallout a rit kemer KAMPION OLIMPEK AR FEIZ FALL evel ma karit, kunujenn pe get, ne ran ket forzh, rak ar wirionez an hini eo penn-da-benn. Hag ankouaet em eus ouzhpennañ STALON AN DROUGIEZH DISOL. Ha sur on e vo rannet ma ali gant ur bern tud ha n'ho peus ket paouezet da atahinañ e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. Biskoazh kemend-all ! n'oc'h ket gouest da sevel ur pennad hep na vije fazioù, gevier, diresisterioù pe bommoù gallek ennañ hag e kredit reiñ kentelioù d'an holl ? E kement Wikipedia 'zo e vije bet stanket ho kont pell amzer 'zo ha da viken : trawalc'h gant hoc'h emzalc'h a vac'homer !--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2017 da 16:08 (UTC)[respont]

Un dra all : paouezit da vont dre de ouzhin evel pa vijemp mignoned kozh. Peotramant, ne respontin ken deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 25 Mez 2017 da 16:27 (UTC)[respont]

Ne welan displegadenn ebet ez kaoz na drougiezh ebet em c'homzoù, nemet sorc'hennoù kozh n'anavezen ket c'hoazh eus da berzh. A galon ganit. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 16:37 (UTC)[respont]

Ne ouien ket e oa ken pouezus, en ur roll kanaouennoù, troet, reiñ troidigezhioù resis an titl orin (pa vez kavet er pennad ad hoc), met kement-se a gave bepred d'al Lagad Zoltec, ha hiriv d'ar Prielad. Sorc'hennoù din-me, met da bep hini e sorc'henn :

Pezh a gavan ar fentusañ eo gwelout tennañ an displegadennig db ster orin "quizas", a zisplij, n'ouzon ket perak ... Piv 'oar, piv oar ... . Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Mez 2017 da 17:17 (UTC)[respont]

Kenderc'hel a ra brezel quizas, betek tennañ anvioù kanaouennoù eus al levr : *https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Parkadoù_Sivi_Da_Viken&diff=next&oldid=1752799. E yezh wikipedia eo vandalerezh, sur ha n'eo ket quizas. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Mez 2017 da 17:44 (UTC)[respont]