No Milk Today

Eus Wikipedia

No Milk Today (Banne laezh ebet) zo ur ganaouenn saoznek, savet gant ar sonaozer saoz Graham Gouldman. Kanet ha brudet e voe gant al laz saoz Herman's Hermits pa voe embannet e miz Here 1966 war e bladenn single, a-gevret gant ar ganaouenn My Reservation's Been Confirmed en tu B. Sevel a reas betek an niverenn 7 er charts. Bloaz goude e voe lakaet war e albom There's a Kind of Hush All Over the World.

E 1968 e voe enrollet gant Graham Gouldman war e albom The Graham Gouldman Thing, hag adembannet war ur single. E 2006 edo war albom-dastum 10cc Greatest Hits ... And More a voe Gouldman unan eus diazezerien ar strollad.

Danvez ar ganaouenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Les Garçons bouchers e vez kanet Le beaujolais war ar memes ton. Diwar ar ganaouenn-se ez eus bet savet un doare brezhonek Ostiz, bet embannet e-barzh Al Liamm e 2017.