Mont d’an endalc’had

We'll Meet Again (kanaouenn)

Eus Wikipedia
Vera Lynn o kanañ en 1941 en ul labouradeg pourvezioù armoù.

We'll Meet Again (Kejañ a raimp an eil ouzh egile en-dro e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant Hughie Charles ha Ross Parker.

Enrollet e voe gant ar ganerez saoz Vera Lynn e miz Gwengolo 1939. Unan eus brudetañ kanaouennoù mare an Eil brezel-bed e voe dre ma kase he fozioù ("We'll meet again, Don't know where/N'ouzon dare pelec'h, don't know when/n'ouzon dare pegoulz, But I know we'll meet again, some sunny day./Met goût a ouzon ec'h en em gavfomp adarre, d'un deiz heoliek bennak.") an tamm goanag o devoa ezhomm da gaout ar soudarded vreizhveuriat a oa o stourm hag o familhoù chomet er gêr.

Deuet e oa da vezañ titl ur gomedienn war gan — We'll Meet Again (1943) —, ma oa bet roet ar roll pennañ anezhi da Vera Lynn.

Ar sonenn-mañ eo a glever e dibenn ar film Dr. Strangelove, sevenet gant Stanley Kubrick e 1964, ha dic'hortoz a-walc'h eo dre ma echu an istor gant tarzhadenn ur vombezenn nukleel.

Gant meur a arzour all ec'h eo bet kanet We'll Meet Again : Peggy Lee, Julie Andrews, Johnny Cash, Sandy Coast, John Lee Hooker, The Byrds, The Chordettes, The Ink Spots, The Turtles, Frank Sinatra, ha re all.

Lakaet eo bet ar ganaouenn e brezhoneg ivez, hag anvet Ken e vi gwelet, el levrig Parkadoù Sivi Da Viken.(Daveoù a vank)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]