Orhan Pamuk
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Turkia |
Anv e yezh-vamm an den | Orhan Pamuk |
Anv ganedigezh | Orhan Ferit Pamuk |
Anv-bihan | Orhan, Ferit |
Anv-familh | Pamuk |
Deiziad ganedigezh | 7 Mez 1952 |
Lec'h ganedigezh | Istanbul |
Breur pe c'hoar | Şevket Pamuk |
Yezhoù komzet pe skrivet | turkeg |
Yezh implijet dre skrid | turkeg |
Implijer | Columbia University |
Bet war ar studi e | Robert College, Istanbul Technical University, Istanbul University Faculty of Communications |
Lec'h annez | Istanbul, New York |
Lec'h labour | Istanbul |
Floruit | 2011 |
Deroù ar prantad labour | 1974 |
Relijion | secular Islam |
Luskad | postmodern literature, naturalism |
Ezel eus | American Academy of Arts and Sciences, American Academy of Arts and Letters, Chinese Academy of Social Sciences |
Tachenn | emvuhezskrid, essay |
Levezonet gant | Vladimir Nabokov |
Bet kinniget evit | International Booker Prize |
Lec'hienn ofisiel | https://orhanpamuk.net |
Deskrivet en URL | https://edebiyat.k12.org.tr/author/0bc932c4-b71e-48a7-a2e7-1d4507f9eb7b |
Ferit Orhan Pamuk (Istanbul, 7 a viz Mezheven 1952) zo ur romantour turk, unan eus ar re vrudetañ er bed hag a zo bet roet Priz Nobel al Lennegezh dezhañ e 2006.
E 1974 e krogas Orhan Pamuk gant ar vicher a skrivagner, ha priziet a-gozh eo e oberennoù en e vro abaoe e romant kentañ Karanlık ve Işık ("Teñvalijenn ha sklêrijenn", 1979).
Goude embannadur saoznek e romant istorel Beyaz Kale ("Ar c'hastell gwenn", 1985) e c'hounezas brud en estrenvro gant ar priz Independent Award for Foreign Fiction a voe roet dezhañ e London e 1990 ; hiziv e vez troet e romantoù e tremen 60 yezh, ha 13 milion a levrioù zo bet gwerzhet en ur c'hant bro bennak.
Orhan Pamuk en devoa skrivet pennadoù evit ar gazetenn Taraf ("Kostez") betek ma voe berzet ar gazetenn gant ar Stad a-c'houde pennadoù niverus enep pouez an Arme er vuhez politikel e 2016.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Orhan Pamuk e 1952 e Nisantasi, ur c'harter pinvidik ha kornôgelaet en Istanbul, en ur familh vras par d'an hini a zeskriv en e romantoù Cevdet Bey ve Oğulları ("Cevdet Bey hag e vibien", 1982) ha Kara Kitap ("Al levr du", 1990) koulz hag en e vuhezskrid, Resimli İstanbul: Hatıralar ve Şehir ("İstanbul skeudennaouet : eñvorennoù ha kêr", 2003).
Betek an oad a 22 vloaz en em ouestlas d'al livouriezh, c'hoant gantañ da vevañ diwar e arz. Goude bout bet testeniekaet e skol-veur lik American Robert College en Istanbul e studias ar savouriezh e-pad tri bloaz met ned eas ket betek penn, marv ennañ ar youl da vout un arzour hag un tisavour. War-du studiañ ar c'hazetennerezh e troas neuze ; un diplom a dapas gant Skol-veur Istanbul, met biskoazh ne voe kazetenner a-vicher. E 1974, d'an oad a 22 vloaz, e tivizas mont da skrivagner : dilezel pep tra a reas neuze, en em glozañ en e gambr e ti e vamm ha kregiñ da skrivañ.
Bevañ a reas e ti e vamm betek e 30 vloaz, pa zimezas gant Aylin Turegen e 1982.
Eus 1985 betek 1988 e voe kelenner kouviet war ar c'heverata lizheregel hag ar skrivañ e Skol-veur Columbia e New York hag e Skol-veur Iowa, kent distreiñ da Istanbul.
Ur verc'h anvet Rüya ("Huñvre") en devoe gant e wreg e 1991 ; torret e voe an dimez e 2001.
E 2006 e tistroas Orhan Pamik da labourat e Skol-veur Columbia, hag e voe skrivagner er skol-veur brevez Bard College en Annadale-on-Hudson, New York.
E 2009 e roas ur rummad kentelioù e Skol-veur Harvard diwar-benn ar varzhoniezh anvet The Naive and Sentimental Novelist ("Ar romantour eeunik ha trivlidik").
Daeloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Abeg zo bet kavet e skridoù ar romantour gant ur strollad romantour all, en o zouez ar skrivagner broadelour Murat Bardakçı : d'ar 26|Mae|2002 e tisklêrias er gazetenn Hürriyet bout kavet en oberennoù Pamuk arroudoù a-bezh tennet eus levrioù all ; hervezañ, ar romant Benim Adım Kırmızı ("Ruz eo ma anv", 1998) zo un eilskrid eus Ancient Evenings Norman Mailer (1983) ; er romant Beyaz Kale en devije kavet arroudoù tennet eus Kanuni Devrinde İstanbul ("Istanbul da vare Suleiman ar Meurdezus") Mehmed Fuad Carim[1].
Biskoazh n'en deus respontet Orhan Pamuk d'an tamalloù-se, hep mar en abeg d'e c'houdevoudernouriezh ma embann bepred ober gant an etreskrivañ, da lavarout eo stummañ e skrid dre skridoù all.
Da heul Priz Nobel al Lennegezh e 2006 e voe tamallet da Orhan Pamuk bout bet ar Priz en abeg da enebiezh an Akademiezh ouzh ren ar gouarnamant turk.
E 2011, ar strollad Reporters Sans Frontières a damallas ar romantour da sevel a-du gant ar gwaskadur e Sri Lanka pa gemeras perzh e Festival al Lennegezh er vro-se[2].
Prosez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz C'hwevrer 2005 e Turkia e tisklêrias Orhan Pamuk d'ar gelaouenn suis Das Magazin, anezhi ur stagadenn sizhuniek da veur a gazetenn[3] :
Thirty thousand Kurds have been killed here, and a million Armenians. And almost nobody dares to mention that. So I do.
"Tregont mil Kurd zo bet lazhet amañ, hag ur milion ag Armenianed. Ha hogos den ebet ne gred ober meneg eus kement-se. Neuze e ran."
Da heul an disklêriadenn-se, an alvokad dreistbroadelour Kemal Kerinçsiz a savas klemm, ha levrioù Pamuk a voe devet e Bilecik da geñver ur dolpadenn broadelourien[4]. Keisiet e voe Orhan Pamuk en abeg m'en devije kunujennet Turkia a-glev d'an holl, ar pezh a dalveze e c'hellje bout bac'het e-pad 6 mizvezh da nebeutañ ha 2 vloaz d'ar muiañ.
Ar romantour a embannas gouzañv ur c'habalarezh kasoni, ha kuitaat Turkia a reas ; e dibenn ar bloavezh avat e tistroas evit en em zifenn.
Disklêriañ a reas e BBC News e venne difenn ar frankiz eztaoliñ, pa oa kement-se an doare nemetañ da lakaat Turkia da asantiñ d'hec'h istor :
What happened to the Ottoman Armenians in 1915 was a major thing that was hidden from the Turkish nation; it was a taboo. But we have to be able to talk about the past.
"Ar pezh a c'hoarvezas gant an Armenianed otoman e 1915 a voe un dra bouezus hag a voe kuzhet diouzh ar vroad turk ; un tabou e oa. Met ret eo dimp bout gouest da gomz a-zivout an tremened."[5]
Pa voe aterset gant CNN Türk e kadarnaas bout lavaret e oa bet lazhet Armenianed, hogen e nac'has groñs bout lavaret e oant bet lazhet gant Turked[6].
En Alamagn, p'en devoe Priz ar Peoc'h al levraouegerien alaman, ez adlavaras ar pezh en devoa lavaret e Suis :
I repeat, I said loud and clear that one million Armenians and 30,000 Kurds were killed in Turkey.
"Adlavarout a ran, lavaret em boa fraezh ha sklaer e voe lazhet ur milion ag Armenianed ha 30 000 Kurd e Turkia"[7].
Petra bennak ma voe dizunanet istorourien Turkia a-c'houde disklêriadennoù Orhan Pamuk e Das Magazin, huadeg a voe er bed a-bezh pa voe loc'het keisiadurioù enep ar romantour : sevel o mouezh a reas Amnesty International ha Kendivizad europat Gwirioù Mab-den ; eizh skrivagner meur, tri Friz Nobel en o zouez, a savas a-du gant Orhan Pamuk hag a-enep Stad Turkia[8]
Breudoù a voe diwar-benn goulenn Stad Turkia da emezelañ en Unaniezh Europa, a oa war an daol abaoe ar 4 a viz Here ; Parlamant Europa a embannas d'an 30 a viz Du e kasje pemp dilennad d'al lez-varn evit ensellout ar prosez.
D'ar 16 a viz Kerzu e voe ampellet ar prosez abalamour ma ne oa ket bet kelaouet maodiern ar Justis a-zivout teuliad an afer[9].
D'an 29 a viz Kerzu, prokulorien ar Stad turk a zilezas an tamall a gunujenn e-keñver lu Turkia, met ar gunujenn e-keñver Turkia a zalc'hjont. Ar 7 a viz C'hwevrer 2006 eo an deiziad nevez a voe divizet evit ar prosez, met d'an 22 a viz Genver e voe dilezet pep tamall gant maodiern ar Justis.
Goude m'en devoe Orhan Pamuk Priz Nobel al Lennegezh e miz Here 2006 e savas enebiezh e metoù broadelour Turkia[10].
Brouezet an tamm anezhañ, an alvokad Kemal Kerinçsiz a savas klemm adarre ouzh Lez-engalv Meur ar Stad ; honnezh a roas urzh da lez-varn Şişli en Istanbul da addigeriñ an afer, ha d'ar 27 a viz Meurzh 2011 e voe kondaonet Orhan Pamuk da baeañ 6 000 lur turk (Türk Lirası) evit digoll ar gevrenn glemmer, pemp den en holl, en abeg ma vije bet kunujennet o enor.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lakaet e vez romantoù Orhan Pamuk e lusk ar c'houdemodernouriezh, ma kaver William Burrougs (Naked Lunch, 1959), Gabriel García Márquez (Cien años de soledad, 1966), Georges Pérec (La vie mode d'emploi, 1978), Paul Auster (The New York Trilogy, 1985-86), Haruki Murakami (ねじまき鳥クロニクル Nejimakitori Kuronikuru, 1995) ha Toni Morrison (Home, 2012) a-douez ar re vrudetañ.
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1979 : Karanlık ve Işık ("Teñvalijenn ha sklêrijenn")
- 1982 : Cevdet Bey ve Oğulları ("Cevdet Bey hag e vibien")
- 1983 : Sessiz Ev ("An ti didrouz")
- 1985 : Beyaz Kale ("Ar c'hastell gwenn")
- 1990 : Kara Kitap ("Al levr du")
- 1995 : Yeni Hayat ("Buhez nevez")
- 1998 : Benim Adım Kırmızı ("Ruz eo ma anv")
- 2002 : Kar ("Erc'h")
- 2008 : Masumiyet Müzesi ("Mirdi an Diantegezh")
- 2010 : Manzaradan Parçalar: Hayat, Sokaklar, Edebiyat ("Tammoù gweledva : buhez, straedoù, lennegezh")
- 2013 : Ben Bir Ağacım ("Ur wezenn on")
- 2014 : Kafamda Bir Tuhaflık ("Un iskisded em fenn"
- 2016 : Kırmızı Saçlı Kadın ("Maouez he blev ruz")
- 2021 : Veba Geceleri ("Nozvezhioù ar vosenn")
Labourioù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1992 : Gizli Yüz ("Dremm kuzh"), senario
- 1999 : Öteki Renkler ("Livioù all"), arnodskrid
- 2003 : Resimli İstanbul: Hatıralar ve Şehir ("Istanbul skeudennaouet : eñvorennoù ha kêr"), eñvorskrid
- 2006 : Babamın Bavulu – 2006 Nobel Konusmasi ("Malizenn Tadig – Prezegenn an Nobel 2006"), prezegenn en Akademiezh Nobel[11]
- 2011 : Saf ve Düşünceli Romancı ("Ar romantour eeunik ha trivlidik"), rummad kentelioù roet e Skol-veur Harvard e 2009
- 2012 : Şeylerin Masumiyeti ("Diantegezh an traezoù"), katalog Mirdi an Diantegezh en Istanbul
- 2016 : Hatıraların Masumiyeti "(Diantegezh an eñvorennoù"), arnodskridoù
Garedonoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
| |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (tr) Hürriyet, 26 MAE 02
- ↑ (en) Hürriyet Daily News, 20 GEN 11
- ↑ Basler Zeitung e Basel, Berner Zeitung e Bern, Solothurner Tagblatt e Solothurn ha Tages-Anzeiger e Zürich.
- ↑ (en) IFEX, 06 EBR 05
- ↑ (en) BBC News, 14 KZU 05
- ↑ (tr) Haber Pan, 16 HER 05
- ↑ (en) BBC News, 23 HER 05
- ↑ (fr) Nouvelles d'Arménie, 16 KZU 05
- ↑ (fr) L'Obs, 16 KZU 05
- ↑ (fr) Libération, 17 HER 06
- ↑ Embannet e 2007 : Söylevi, İstanbul, İletişim Yayınları (ISBN 978-975-05-0482-2)
- ↑ Mehmet Eroğlu en devoe ar Priz ivez, evit Issızlığın Ortasında ("E Kreiz an Dic'hoanag").
- ↑ Priz ar gwellañ senario ; gwelit (en) IMDb
- ↑ Priz ar Peoc'h al levraouegerien alaman.
- ↑ (en) Washington University in St.Louis, 13 DU 06
- ↑ (tr) Hürriyet, 30 HER 12
- ↑ Makedoneg : Награда за книжевност на Табернакул.
- ↑ (en) Macedonia, 08 HER 13
- ↑ (tr) CNN Türk, 19 MAE 14
- ↑ Masumiyet Müzesi, "Mirdi an Diantegezh", a voe digoret gant Orhan Pamuk en Istanbul e 2012 da ziskouez d'an dud arvuhez e kêr er bloavezhioù 1970, evel deskrivet en e romant anver bet embannet e (2008) ; gwelit (en) lec'hienn ar mirdi.
- ↑ Priz ar Fondezon Aydın Doğan.
- ↑ Ruseg : Литературная премия «Ясная Поляна», "Priz Lennegel « Yasnaya Polyana »".
- ↑ Serbeg : књижевна награда «Милован Видаковић».
- ↑ Hungareg : Budapest Nagydíj.
- ↑ (tr) CNN Türk, 26 GOU 17
- ↑ Universiteit van Tilburg / UvT betek 2010.
- ↑ Sofijski universitet "Sv. Kliment Ohridski".
- ↑ Skol-veur stadel Sant-Petersbourg