Nouvelle-Aquitaine
Nouvelle-Aquitaine | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Nouvelle-Aquitaine |
Melestradurezh | |
Riez | ![]() |
Pennlec'h (prefeti) |
Bourdel |
Prezidant(ez) ar c'huzul-rannvro Amzer gefridi |
Alain Rousset 2015-2021 |
Prefed(ez) | Fabienne Buccio |
Kod INSEE | 75 |
Lec'hienn web | https://www.nouvelle-aquitaine.fr/ |
Poblañsouriezh | |
Anv annezidi | néo-aquitains |
Poblañs | 6 033 952 ann. (2020)[1] |
Stankter | 72 ann./km² |
Douaroniezh | |
Kenurzhiennoù | |
Gorread | 84 061 km² |
Adrannoù | |
Departamantoù | Charentez, Charentez-an-Arvor, Corresa, Cruesa, Dordonha, Gironda, Lanas, Lot-ha-Garona, Pireneoù-Atlantel, Deux-Sèvres, Vienne, Haute-Vienne |
Niver arondisamantoù | 41 |
Niver kantonioù | 258 |
Niver etrekumuniezhioù | |
Niver kumunioù | 4 314 |
kemmañ ![]() |
Nouvelle-Aquitaine (Akitania-Nevez e brezhoneg[2]) zo unan eus rannvroioù melestradurel Bro-C'hall, e mervent ar vro abaoe 2016.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kemeret he deus lec'h teir rannvro all — Akitania, Limousin ha Poitou-Charentes — a zo bet bodet d'ar 1añ a viz Genver 2016, goude ar c'hempenn a zo bet graet d'ar rannvroioù gant ar gouarnamant gall e 2015[3],[4]. "Aquitaine-Limousin-Poitou-Charentes" a zo bet un anv da c'hortoz evit ar rannvro nevez, savet diwar strollañ anvioù ar rannvroioù a oa diagent, en urzh al lizherenneg. An anv « Nouvelle-Aquitaine » a zo bet dibabet da vat gant ar c'huzul-rannvro nevez d'ar 27 a viz Even 2016 ha kadarnaet gant ar C'huzul Stad d'an 13 a viz Gwengolo 2016.
Rannvro vrasañ Bro-C'hall eo ar rannvro nevez, gant ur gorread par da hini Aostria. Bourdel zo bet lakaet da gêr-benn velestradurel dezhi.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ KerOfis
- ↑ Loi n° 2015-29 du 16 janvier 2015 relative à la délimitation des régions, aux élections régionales et départementales et modifiant le calendrier électoral
- ↑ La carte à 13 régions définitivement adoptée. Le Monde (17 December 2014). Kavet : 06 Genver 2016.
|