No More Room in Hell

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
No More Room in Hell
Diorroer No More Room in Hell Team
Stumm diwezhañ 1.09.04
Endro Lies-savenn (Windows, Mac OS X, Linux, Steam OS)
Yezhoù Lies-yezh
Doare C'hoari video liesc'hoarier, freeware
Lec'hienn web www.nomoreroominhell.com/

No More Room in Hell zo ur c'hoari video doare First-person shooter liesc'hoarier ha dreistbevañ spont. Savet eo bet gant Matt "Max" Kazan ha diazezet war ar c'heflusker video perc'hennet gant Valve Corporation Source. Bed ar c'hoari video a zo unan beuzet gant un aloubadeg zombied, ar c'hoarier a c'hell choaz etre 8 tudenn dreistbever, diazez an doare c'hoari a zo ar c'hengred etre ar c'hoarierien evit dreistbevañ.

Ar c'hoari a c'hell bezañ c'hoariet en doare "tizhout ur pal" pe "dreistbevañ". Awen ar c'hoari No More Room in Hell a zo da glask e-kostez heuliad filmoù George A. Romero Living Dead, an titl e-unan a zo tennet eus ur frazenn er film Dawn of the Dead. Ul lodenn eus an dudennoù a adkaver er c'hoari a zo bet awenet gant filmoù all evel American Psycho pe The Big Lebowski.