George A. Romero
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Kanada |
| Anv-bihan | George, Andrew |
| Anv-familh | Romero |
| Deiziad ganedigezh | 4 C'hwevrer 1940 |
| Lec'h ganedigezh | New York, Bronx |
| Deiziad ar marv | 16 Gouere 2017 |
| Lec'h ar marv | Toronto |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev ar skevent |
| Lec'h douaridigezh | Toronto Necropolis |
| Pried | Nancy Romero, Christine Forrest |
| Bugel | George C. Romero, Tina Romero |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Tachenn labour | film, film direction, film screenwriting, sinema spont |
| Bet war ar studi e | skol-veur Carnegie Mellon, Monsignor Scanlan High School |
| Lec'h labour | Stadoù-Unanet |
| Deroù ar prantad labour | 1960 |
| Dibenn ar prantad labour | 2017 |
| Strollad etnek | Galicians, Lithuanians |
| Filmadurezh | George A. Romero filmography |
| Prizioù resevet | star on Hollywood Walk of Fame, Sitges Film Festival Best Director award, Sitges Film Festival Best Screenplay award, Sitges Grand Honorary Award, Bram Stoker Award for Lifetime Achievement |
| Rummad tost | Category:Films directed by George A. Romero |

George Andrew Romero (peurliesañ George A. Romero), ganet d'ar 4 a viz C'hwevrer 1940 e New York hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Gouere 2017 e Toronto (Kanada), a zo ur filmaozer, senarioer, aktor, skrivagner stadunanat. Brudet eo e filmoù euzh feuls a-walc'h ma tiskouez zombied, ha ma'z embann e soñjoù diwar-benn techoù fall kevredigezh ar Stadoù-Unanet, evel ar ouennelouriezh (The Night of the Living Dead) pe ar gevredigezh-veveziñ (Zombi / Dawn of the Dead). Al lodenn vrasañ eus e filmoù a zo bet filmet e Pittsburgh pe tro-war-dro.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e New York, hag eno ivez e kasas e vugaleaj. Goude-se ec'h enskrivas e skol-veur Carnegie Mellon e Pittsburgh. Goude bezañ tapet e ziplom e stagas gant ar filmañ. Filmoù berr ha bruderezhioù a savas. Asambles gant mignoned dezhañ e krouas an ti-produiñ Image Ten Productions e dibenn ar bloavezhioù 1960. Dastum a rejont 114 000 $ hag e savjont The Night of the Living Dead (1968). Gant ar film-se e tastumjont etre 4 ha 5 million a zolarioù.
Ne reas ket kement a verzh gant ar filmoù a aozas da-heul : There's Always Vanilla (1971), The Crazies (1973), Season of the Witch (1973) ha Martin (1976). Er filmoù-se e kaver ivez ur meskaj etre euzh ha preder diwar-benn stad ar gevredigezh.

E 1978 e stagas Romero gant filmoù zombied en-dro, hag e savas Zombie /Dawn of the Dead. Adframmet e voe ar film gant Dario Argento ha skignet e voe en Europa gant an titl Zombie. Ar film-se a goustas 1,5 milion a zollarioù, ha gantañ e voe dastumet 40 milion. E 2003 e voe lakaet ar film e roll ar filmoù dibar bet savet gant skipailh Entertainment Weekly. Goude-se e kendalc'has Romero gant Day of the Dead (1985), Land of the Dead (2005) ha Diary of the Dead e 2008.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmaozour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1968 : The Night of the Living Dead
- 1971 : There's Always Vanilla
- 1972 : Season of the Witch
- 1973 : The Crazies
- 1977 : Martin
- 1978 : Zombi / Dawn of the Dead
- 1981 : Knightriders
- 1982 : Creepshow
- 1986 : Day of the Dead
- 1988 : Monkey Shines
- 1990 : Due occhi diabolici
- 1992 : The Dark Half
- 2000 : Bruiser
- 2005 : Land of the Dead
- 2008 : Diary of the Dead
- 2009 : Survival of the Dead
Senarioour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1968 : Night of the Living Dead
- 1972 : Season of the Witch
- 1973 : The Crazies
- 1977 : Martin
- 1978 : Zombi / Dawn of the Dead
- 1981 : Knightriders
- 1986 : Day of the Dead
- 1987 : Creepshow 2, gant Michael Gornick
- 1988 : Monkey Shines
- 1989 : Tales from the Darkside, gant John Harrison
- 1990 : The Night of the Living Dead, gant Tom Savini
- 1990 : Due occhi diabolici, gant George A. Romero ha Dario Argento
- 1992 : The Dark Half
- 2000 : Bruiser
- 2003 : Dawn of the Dead, gant Zack Snyder
- 2005 : Land of the Dead
- 2008 : Diary of the Dead
Aktour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Frammer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Produour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn al luc'hskeudenniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1968 : Night of the Living Dead
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- George A. Romero war lec'hienn IMDB
- E vuhez war lec'hienn The New York Times
- George Romero @ THE DEUCE: Grindhouse Cinema Database
- Senses of Cinema: Great Directors Critical Database
- Atersadennoù
