Zack Snyder
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv e yezh-vamm an den | Zack Snyder |
| Anv-bihan | Zachary |
| Anv-familh | Snyder |
| Deiziad ganedigezh | 1 Meurzh 1966 |
| Lec'h ganedigezh | Green Bay |
| Mamm | Marsha Manley Snyder |
| Pried | Deborah Snyder |
| Bugel | Autumn Snyder, Ezekiel Elin, Eli Snyder |
| Bet war ar studi e | Daycroft School, Heatherley School of Fine Art, Art Center College of Design |
| Lec'h annez | Pasadena |
| Deroù ar prantad labour | 1990 |
| Relijion pe kredenn | Christian Science |
| Ezel eus | Writers Guild of America West |
| Kont war | Vero |
| Rummad tost | Category:Films directed by Zack Snyder, Category:Films produced by Zack Snyder |
Zack Snyder a zo ur filmaozer, senarier hag aktor amerikan bet ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1966 e Green Bay, Wisconsin (SUA).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude bezañ bet stummet e Londrez hag e Pasadena e stagas Zack Snyder gant svel filmoù bruderezh ha buan e teuas a-benn da vezañ brudet rak barrek e oa a-fet stil hag a-fet kontañ darvoudoù. Labourat a reas evel rener al luc'hskeudenniñ ha sevener hag e savas meur a film bruderezh evit merkoù evel (Audi, Jeep, Budweiser, Nike, Reebok, Subaru, …). Meur a briz a dapas kaout ivez : daou Clio Awards hag ul Leon aour e Festival filmoù bruderezh Cannes.
E 2003 e savas e film sinema kentañ, Dawn of the Dead e ditl, diwar Zombie gant George A. Romero. Mat e voe degemeret ar film, gant an arvesterien koulz ha gant ar vurutellerien, ha neuze e c'hellas mont da labourat da Hollywood. Tri bloaz goude e savas 300, diwar ar c'homic 300 (comic) gant Frank Miller. E 2009 e sevenas ar film Watchmen diwar ar c'homic gant Alan Moore.
D'ar 4 a viz Here 2010 ec'h embannas e lec'hienn Deadline[1] e sevenfe Superman : Man of Steel kerkent hag echu gant Sucker Punch. Superman: Man of Steel a voe produet ha skrivet ar senario anezhañ gant ar vreudeur Nolan hag o skipailh, hag o deus bet labouret war Batman Begins ha The Dark Knight c'hoazh.
E filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel sevener
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2004 : Dawn of the Dead
- 2007 : 300
- 2009 : Watchmen
- 2010 : Legend of the Guardians: The Owls of Ga'Hoole
- 2011 : Sucker Punch
- 2012 : Superman: Man of Steel
- Raktresoù
Video
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Senarier
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2007 : 300
- 2011 : Sucker Punch
Produer
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Aktor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prizioù tapet gantañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bloavezh | Degouezh | Priz | Film |
|---|---|---|---|
| 2007 | Hollywood Film Festival | Film ar bloaz | 300 |
| 2008 | Saturn Awards | Seveniñ gwellañ | 300 |
Anvet evit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]| Bloavezh | Degouezh | Priz | Film |
|---|---|---|---|
| 2008 | Saturn Awards | Senario gwellañ | 300 |
