Frank Miller

Eus Wikipedia
Frank Miller e Comic-Con, 2008

Frank Miller (27 a viz Even 1957 en Olney, Maryland, Stadoù-Unanet) a zo un treser hag ur senarioour amerikan. Ul lodenn eus ar c'homics savet gantañ a zo bet lakaet da film.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frank Miller a gasas e yaouankiz e Montpelier, er Vermont. Pa gogas da dresañ e teuas a-benn da lakaat embann e oberennoù gant embannerien vrudet evel Gold Key, DC Comics pe Marvel Comics. Merzet e voe da vat pa lakaas embann un istor e div lodenn e-barzh Spectacular Spider-Man. Neuze e voe lakaet da dresour Daredevil, ha goude-se e voe e karg eus ar senario ivez. Al lennerien koulz hag ar vurutellerien a voe plijet-bras gant e labour. Gantañ e voe krouet tudenn Elektra hag ul lodenn eus an elfennoù a grouas a gaver en-dro er film Daredevil (2003). Miller a savas 42 bennad eus Daredevil, hag ouzhpenn kemmañ an dudenn-se e lakaas holl ved ar c'homics da cheñch. E 1986 e labouras ivez war Elektra: Assassin gant Bill Sienkiewicz. Peurliesañ e vez lavaret e voe e barr e arz pa skrivas senario ar c'helc'hiad anvet Born Again (tresadennoù gant David Mazzucchelli) hag voe embannet e 1985.

Frank Miller e Comic-Con, 1982

Hiziv an deiz ez eo brudet dreist-holl a-drugarez d'e labour war Batman: The Dark Knight Returns hag an heuliad anvet Batman: The Dark Knight Strikes Again (DK2). Ennañ e kont istor Batman deuet da vezañ feuls, en un endro ken feuls all. Pellaet eo Miller diouzh skeudenn voas ar gourharoz a zegas ar justis.

Ouzhpenn labourat war dudennoù brudetañ an tiez-embann comics en deus Miller krouet meur a zudenn evel Ronin, Martha Washington, Big Guy And Rusty The Boy Robot, Hard Boiled, Sin City ha 300.

Frank Miller en deus skrivet senariooù evit ar sinema: Robocop 2 ha Robocop 3. Asambles gant Robert Rodríguez en deus graet war-dro film Sin City e 2005.

E 2005 e reas war-dro an heuliad anvet All-Star Batman and Robin The Boy Wonder, embannet gant All-Star (ur skour eus DC Comics eo), treset gant Jim Lee.

E 2007 e stagas gant ar film The Spirit, diazezet war an dudenn krouet gant Will Eisner. Dont a reas ar film er-maez e dibenn 2008 e Frañs.

Arz Frank Miller[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peurliesañ e lavarer e voe Daredevil Frank Miller evel ur c'hammed bras e bed ar c'homics, dreist-holl a-drugarez d'ar senario : nevesaet e voe ar c'homic-se dre ouzhpennañ tudennoù nevez, ha dre chom a-sav gant an istor karantez etre Daredevil ha The Black Widow hag a oa bet danvez pennañ istorioù Daredevil er bloavezhioù 1970.

Ouzhpenn da se e voe pouezus ivez doare tresañ Miller : buan e pellaas diouzh doare tresañ hengounel : finoc'h e voe e zoare da dresañ, ha kemmoù a zegasas a-fet aozañ ar pajennoù hag a-fet diskouez fiñvoù an tudennoù. Gwelout a reer e voe levezonet bras Miller gant ar manga. Meur a elfenn eus Japan a lakaas en e istorioù : ur sektenn ninja, armoù (sai) Elektra da skouer. Levezonet e voe Miller gant Lone Wolf and Cub gant Kazuo Koike ha Goseki Kojima, ha gwelet e vez alies e heuliad Ronin evel un doare da enoriñ an heuliad japanat-se. Pa voe embannet Lone Wolf & Cub er Stadoù-Unanet e voe treset ar goloioù gant Miller. Gant Sin City e tiskouezas ivez pegen barrek e oa a-fet mestroniañ an tresañ e gwenn ha du, hag ivez al livioù pennañ : melen, glaz ha ruz a voe implijet gantañ, pep liv o vezañ implijet en ul lodenn nemetken. Evit Sin City e resevas Miller pevar Will Eisner Award hag ivez priz an tresañ gwellañ/livañ gwellañ e 1993, hag ivez priz ar gwellañ tresour/senarioour.

Frank Miller hag ar politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Frank Miller en deus roet da c'houzout a-viskoazh e oa dedennet gant an armoù-tan, ar feulster hag ar surentez. Stank e voe al lennerien a gavas dezho e oa elefennoù gouennelour e-barzh 300, dre ma tiskouez Miller ar Bersed evel tud n'o deus tamm sevenadur ha tamm enor ebet. Ar memes evezhiadennoù a voe diwar-benn ar film.
D'an 9 a viz Meurzh 2006 ec'h embannas Frank Miller e save a-du gant politikerezh ar virourien mod nevez. Kement-se a zisklêrias e-pad un abadenn war ar chadenn skingomz amerikan NPR (National Public Radio). An atersadenn a c'haller klevout war al lec'hienn Little Green Football [1] hag adskrivet eo bet war The Atlasphere [2].

Oberennoù Frank Miller[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 300
  • Aargh
  • Adventures of Superboy
  • Amazing Heroes
  • Anything Goes
  • Archer and Armstrong
  • Bad Boy
  • Batman and Robin, The Boy Wonder
  • Batman : Black and White
  • The Batman Gallery
  • Batman: The Dark Knight Returns
  • Batman : DK2 - The Dark Knight Strikes Again
  • Batman and The Outsiders
  • Complete Frank Miller Batman
  • Big Guy and Rusty the Boy Robot
  • Bizarre Adventures
  • Bone
  • Captain America
  • The Cat
  • Christmas With The Super-Heroes
  • Comics Feature
  • Comics Journal
  • Daredevil :
  • Daredevil : The Man Without Fear *
  • Daredevil : The Marvel Comics Index
  • The Daredevil Chronicles
  • Daredevil Visionaries
  • Dark Horse Maverick
  • Dark Horse Presents
  • DC Spotlight
  • Death Rattle
  • A Decade of Dark Horse
  • Destroyer Duck
  • Doctor Strange
  • Elektra Lives Again
  • Elektra Saga :
  • Elektra Assassin : The Lost Years *
  • Eternal Warrior
  • Fanboy
  • Fantastic Four
  • Feature
  • Free Speeches
  • Free Comic Book Day Comic
  • Frank Miller Sketchbook
  • GI Joe
  • Great Comic Artist File : Frank Miller, A Work in Progress
  • Happy Endings
  • Harbinger
  • Hard Boiled
  • Heavy Metal
  • Hero Illustrated
  • Heroes
  • Heroes For Hope
  • Images of Omaha
  • The Incredible Hulk
  • The Jack Kirby Collector
  • John Carter Warlord of Mars
  • Just Another Saturday Night
  • Kane
  • Lone Wolf and Cub
  • Machine Man
  • Madman
  • Magnus Robot Fighter
  • Martha Washington : Give Me Liberty
  • Martha Washington Goes To War
  • Martha Washington Saves The World
  • Martha Washington Stranded in Space
  • Happy Birthday Martha Washington
  • Marvel Cover Collection Portfolio
  • Marvel Fanfare
  • Marvel Premiere
  • Marvel Spotlight
  • Marvel Super-Heroes
  • Marvel Team Up
  • Marvel Two In One
  • 'Mazing Man
  • Medal of Honor
  • Mefisto In Onyx
  • The Micronauts
  • Mickey Spillane's Mike Danger
  • Monkeyman and O'Brien
  • Moon Knight
  • Ms Tree's Thrilling Detective Adventures
  • 9-11 Artists Respond
  • New Teen Titans
  • Next Men
  • The Official Handbook of the Marvel Universe
  • Orion
  • Out of the Vortex
  • Overstreet's Fan
  • Peter Parker, The Spectacular Spider Man
  • Pretty Girl Sketchbook
  • Power Man and Iron Fist
  • Prophet
  • RAI
  • Frank Miller's Robocop :
  • Robocop : Delta City (senario kentañ Robocop 2 ha Robocop 3) (comics)
  • Robocop vs. Terminator
  • ROM
  • Ronin
  • San Diego Comic Con
  • Satan's Six
  • Savage Dragon
  • The Sensational She-Hulk
  • Shadowman
  • Sin City : Booze, Broads and Bullets
  • Sin City : A Dame To Kill For
  • Sin City : Family Values
  • Sin City : Hell and Back
  • Sin City : Just Another Saturday Night
  • Sin City: Silent Night
  • Sin City : That Yellow Bastard
  • Sin City: The Babe Wore Red and other stories
  • Sin City : The Big Fat Kill
  • Sin City : The Hard Goodbye
  • Solar, Man of the Atom
  • Marvel Spotlight
  • Spawn
  • Spawn/Batman
  • The Sensational Spider-Man
  • Spider-Man and Daredevil
  • Complete Frank Miller Spider-Man
  • Spider-Woman
  • The Spirit
  • Spirit Magazine Takes you to Spirit Jam
  • StarSlammers
  • Star Trek
  • Supergirl
  • The Superman Gallery
  • Superman and Batman : World's Finest
  • Superman : The Secret Years
  • Super Star Holiday Special
  • Tales to Offend
  • Tomb of Dracula
  • The Twilight Zone
  • Unknown Soldier
  • Unity
  • Weird War Tales
  • What if
  • Whiteout
  • Wizard
  • Wolverine
  • Wonder Woman
  • X-Men
  • X-O Manowar

Sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel senarioour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel filmaozour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2005 : Sin City, kensavet gant Robert Rodriguez ha gant sikour Quentin Tarantino
  • 2008 : The Spirit
  • 2014 : Sin City: A Dame to Kill For, kensavet gant Robert Rodriguez

Evel produour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 2005 : Sin City de Robert Rodriguez ha Frank Miller
  • 2007 : 300 gant Zack Snyder
  • 2014 : Sin City: A Dame to Kill For gant Robert Rodriguez et Frank Miller

Evel aktour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1989 : Curfew gant Gary Winick
  • 1990 : Robocop 2 gant Irvin Kershner
  • 2003 : Daredevil gant Mark Steven Johnson
  • 2005 : Sin City gant Robert Rodriguez ha Frank Miller

C'hoarioù video[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1992 : RoboCop 3, diwar an tudennoù ijinet gant Frank Miller
  • 1993 : RoboCop versus The Terminator, diwar an heuliad comics

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]