300 (film)
Titl | 300 |
---|---|
Diazezet war | 300 |
Danvez pennañ | Battle of Thermopylae |
Heuliet gant | 300: Rise of an Empire |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 2006 |
Sevener | Zack Snyder |
Senarioour | Zack Snyder, Frank Miller, Kurt Johnstad |
Rener ar skeudennaouiñ | Larry Fong |
Frammer filmoù | William Hoy |
Penn ar sevel kostumioù | Mike Wilkinson |
Sonaozer | Tyler Bates |
Daneveller | David Wenham |
Produer | Mark Canton |
Embregerezh produiñ | Legendary Pictures, Virtual Studios, The Stone Quarry |
Dasparzher | Warner Bros., InterCom, Netflix |
Mare an oberenn | -480 |
Lec'h an istor | Termopiloù, Henc'hres, Sparta |
Lec'h filmañ | Montreal, Los Angeles, Bulgaria |
Aspect ratio (W:H) | 2.35:1 |
Liv | liv |
Notenn ar varnouriezh | 6.1/10, 61%, 52/100 |
Prizioù resevet | Saturn Award for Best Action or Adventure Film, Satellite Award for Best Visual Effects, Satellite Award for Best Visual Effects, Saturn Award for Best Director |
Diaz embann | video diwar c’houlenn |
Renkadur ar CNC | berzet ouzh ar vinored dindan 12 vloaz |
Renkadur Filmiroda | Category III |
Renkadur FSK | FSK 16 |
Renkadur JMK | free from 16 years |
Lec'hienn ofisiel | https://www.warnerbros.com/movies/300 |
A implij | MASSIVE |
Assessment | Test Bechdel, reverse Bechdel Test |
Renkadur Medierådet | For ages 15 and up |
300 zo ur film birvidik stadunanat embannet e 2006 ha diazezet war ur c'homics embannet e 1998 gant Frank Miller ha Lynn Varley. Un adsevel ijinet eo eus Emgann Thermopylae e-kerzh ar brezelioù persek. Ar film zo bet sevenet gant Zack Snyder, Miller a oa pennbroduer ha skoazeller teknikel. Filmet eo bet evit darn gant un teknik kromatek evel ar vandenn-dreset.
Kontet eo istor ar roue Leonidas (Gerard Butler), e penn 300 Spartan en un emgann a-enep ar Bersed renet gant ar "Roue Doue" Xerxes (Rodrigo Santoro) hag e lu savet gant 300 000 soudard. E-pad an emgann, ar rouanez Gorgo (Lena Headey) a glask sikour e Sparta evit he gwaz. Kontet eo an istor gant ur vouezh, hini ar soudard spartan Dilios (David Wenham). Dre an teknik kontañ-se, meur a loen moliac'h a weler. 300 zo neuze ur film istorel ha moliac'h war ar memes-tro.
300 zo bet embannet evit ar wech kentañ e festival Butt-Numb-A-Thon en Austin d'an 9 a viz Kerzu 2006. Goude-se e voe skignet e-kerzh ar Berlin International Film Festival d'ar 14 a viz C'hwevrer 2007. A-benn ar fin e voe skignet e sinemaoù IMAX pe sinemaoù boas e Stadoù-Unanet Amerika d'an 9 a viz Meurzh 2007. Goude-se e voe embannet war DVD, Blu-ray, hag HD DVD d'an 31 a viz Gouhere 2007.
Ar film zo bet degemeret etre gant ar vurutellerien, Degemer c'hwek evit al lodenn gwelet hag ar stil met burutellet eo bet evit an doare ma kinnig ar Bersed, evit lod eo ur sell strizhkredour hag enep Iran. Memes ma oa degemeret etre e voe berzh bras gantañ er box office. Rastellet e oa bet 450 milion a zollaroù. Ur film da heul zo bet embannet anvet, Rise of an Empire, diwar ur c'homics gant Miller a oa chomet diembann, Xerxes, hag embannet d'ar 7 a viz Meurzh 2014.