Freeware

Eus Wikipedia
Logo Rama Studios, ur studio a embann meziantoù freeware

Freeware zo ur meziant perc'hennet hag a vez tu implij met hep tennañ gounid eus outañ. Ur meziant freeware a c'hell bezañ implijet hep paeañ met en eskemm ez eo ret chom hep kemmañ anezhañ hep aotre, na lakaet da embann pe diskuilhet an doareoù d'e sevel. Daou skouer brudet eus ar freeware a vez ar meziantoù Skype hag Adobe Acrobat Reader.

Ar meziantoù doare Freeware, gant ma z'int reoù digoust a c'hell bezañ mammenn da arc'hantaouiñ ar perc'hennerien da skouer dre goulennoù arc'hant a youl vat. Bez 'zo ivez doareoù d'ar meziantoù gwellaet na c'heller kaout nemet dre prenañ "Freemium" pe Shareware a vez graet neuze eus ar stummoù-se. A-vras ar c'hodoù diazez bet implijet evit sevel ar freeware a chom kuzh, ar pezh a vez disheñvel diouzh ar free software pe meziantoù open source hag a vez embannet ivez dre un doare digoust.